26 laeroñsi e Naoned : an Aljerian kondaonet ha… leusket da vont !

E miz kerzu 2019 eo degouezhet e Bro-Frañs hag eñ bet ganet ha maget en Aljeria. Krediñ a rae a vefe bara gwenn evitañ e Breizh met n’eo ket e gouraj en deus kavet amañ, ar boeson ne lavaran ket. E miz c’hwevrer 2021 e erruas e Naoned. Diouzhtu en em ouestlas d’e Zoue : al laeroñsi hag al lagout ! E Naoned, Sant-Sebastian-an-enk e laeras traoù e tiez zo. E Gwerzhav hag Orvez e kouskas e tiez all zoken ! Ur gwir razzia a reas e Bro-Naoned met leuskel a reas e ADN un tamm e pep lec’h.

D’ar 5 a viz ebrel e oa dirak lez-varn Naoned. Anzaviñ a reas an holl draoù pe dost met sur eo ar boliserien ez eus bet graet muioc’h gantañ. Skañv ar prouennoù, diaes da brouiñ e oa e lec’hioù zo, a-barzh fin ar gont e vo lakaet 26 laeroñsi war e chouk nemetken. Pezh zo mat dija !

Hag aze e c’hoarvezhas un dra diskredapl e lez-varn Naoned : daoust d’ar prouennoù, d’an ADN, d’e avouañsoù : kondaonet eo bet an Aljerian da zek mizvezh toull-bac’h GANT GOURSEZ. Ha leusket da vont ! Dindan OQTF eo abaoe bloaz met leusket eo bet da vont memestra. D’an aotroù barner e lavaras e oa o labourat hep bezañ disklêriet (“labour du”) hag istimet eo bet gant paotr ar justis e oa ar paourkaezh Mahmoud o klask “en em zibab” memestra.

Biskoazh kement all !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS