Manifestadeg an dreuzjenerien : yes border !

Publicité

 

Normalamant e vez mennet tud eus an tu-kleiz gant an ideologiezh « No Border ». Ur gouel muzik a zo dindan an anv-se e Brest pep bloaz da skouer. Hervez an ideologiezh-mañ e dle gellet an holl dud mont d’ur vro d’eben hep ma vefe tamm harz ebet. Lakomp ! « No border » marteze met « Yes Bordel » ! N’eus ket nemet gwelet penaos emañ an traoù en hor c’hevredigezhioù european…

Gant « tud ar jener » eo un afer all. N’eus tamm harz ebet tro-dro d’ar broioù met harzoù nevez a rank bezañ savet er gevredigezh. Harzoù etre an dud, harzoù etre ar jenerioù ! Setu ar pezh a vez skignet er mare-mañ er metoù « treuz » da skouer :

Gwechall e veze rannet ar manifestadegoù dre strolladoù politikel pe sindikel. Pep hini gant e vannieloù, gant e c’hitonioù, normal.

Bremañ e vez rannet ar manifestadegoù dre « jener » pe dre « wander » (ar re vouzar vs ar re n’int ket). Notit mat : E finfoñs ar vanifestadeg e vo an dibunadeg « sioul », da lavaret eo ar re « vresk », ar re ne fell ket dezho bezañ direnket gant an trouz. En ur vanifestadeg ! Met bremañ dav eo teurel evezh ouzh « yec’hed spered » an dud, gouzout a rit ha diouzh ar c’hiz eo da vezañ « gwan a spered », neuze…

Ar pezh a zo sur : ne gomprenan ket penaos e c’hello bevañ asambles ha stourm asambles an LGBT hag ar re lakaet diaes gant al lezenn « Asile et immigration », da lavaret eo an enbroidi o tont eus Afrika pe ar broioù arab pe muzulman. Aze, ne gomprenan ket. « Kengej ar stourmoù » ? Ah ah ah ! Aon ‘m eus e vefe stanket daoulagad an LGBT war ar poent-se… met kement-mañ ne sell ket ouzhin !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Bro-Skos : droukskouer ar « Queer milk group »

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Santé, Société

Kastell-Briant : peurleun an ospital met ur servij a vo (marteze) digoret evit an dreuzjeneraded hag an nann-binareled

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.