Roazhon : Fuzuilhadeg e Maurepas, ur mahorad serret gant ar boliserien

Publicité

Nag ur souezh ! Kêr-bPikouz eo deuet da vezañ karter Maurepas e Roazhon gant trafikañ dramm noz-deiz ha daoust d’an diskennoù polis ne ziskrog ket an drafikourien gant o aferioù.

D’an 31 a viz mae e tegouezhas ar bolis evel ur bleiz etre an tourioù, 6 alez Maurepas kement ha bezañ rezis, el lec’h ma oa bet tennet war ar boliserien bloaz zo. C’hoant ganto gouzout penn d’an afer-mañ ! A-benn ar fin e voe serret ur gwaz ganto. Ur paotr a-orin eus Mayotte. Gantañ o deus kavet armoù a bep seurt : pistoled-mindrailher, fuzuilh pomp, kartouchoù… ha mil seurt drogach warn-ugent : kannab, kokaïn,….

Prezentet e vo d’ar barner ha barnet diwezatoc’h gant 8 den all bet serret a-raok.

N’eo ket ar wech kentañ e vez serret ur Mahorad e Maurepas, diskred warnañ bezañ trafiket dramm. Hag ur mafia mahorad a vefe e Breizh ? Ha penaos e vo an traoù ma vez « strewet » o c’hendirvi eus ar C’homor e pep lec’h e Breizh hag e Bro-C’hall ?

Da c’hortoz e kendalc’h an trafikoù e Maurepas !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Breaking Bad e Bro Gwenrann

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.