Brav !
Kement ha gastizoù a zo bet roet d’ar 17 a viz even da-geñver un eured e kêr Gwened ma zo bet graet un embanadenn war pajenn Facebook polis Gwened. 27 kastiz en holl ! Graet zo bet un ambrougadeg d’ar pried nevez goude an eured met n’eo ket ar memes seurt ambrougadeg hag ar re a reomp-ni bretoned. Izili ur “gumuniezh” rezis e oa kouvidi an eured, war-se e voe “trouzus”, “aloubus” ha “dañjerus” an dibunadeg : paotred zo a oa azezet war dorioù ar c’hirri-tan, linennoù gwenn a zo bet torret meur a wech gant kirri-tan zo, motoioù an ambrougadeg a rae rodeo, otoioù zo a oa o kamigellat en daou du eus an hent, ne vern piv a arrue en tu-enep !
Un eured mod “du-se” e berr komzoù !
Evel just, “arabat teurel ar bec’h war kumuniezh-mañ-kumuniezh” rak “setu gwir vretoned evel me ha c’hwi”.
Da c’hortoz e vo hir ar fakturenn evit kouvidi zo !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine