E Kastell-Brient (44) an archerien o deus en em viret ouzh un eil « afer Nahel »

Eüruzamant o deus bet archerien Kastell-Briant poell ha kondu d’ar 18 a viz even, mod-all e vefe bet un eil afer Nahel, met e Bro-Vaez ar wech-mañ !

Ur paotr yaouank en e 21 vloaz a oa pennfollet an deiz-se. Bleinañ a rae hep aotree hag hep asurañs, dañjerus e oa war an hent, ne rae ket foutr ouzh ar panelloù « harz », ar gouleier triliv, ar prioriezhioù a-zehou ha tout. Forzh penaos e oa bet kondaonet evit ar memes fedoù dija hag ur goursez a oa war e chouk.

Mont a reas an archerien war e lerc’h met plantañ a reas tizh ar paotr yaouank ken e e skoas e-barzh karr-tan an archerien, leusket e vignonezh ha daou gomper mui ar wetur war e lec’h goude ar gwall-zarvoud ha skampañ kuit, berr e lost.

Anavezet e oa gant an archerien avat, neuze e voe serret diwezatoc’h ha kaset d’al lez-varn.

Kondaonet eo bet da c’hwec’h miz a doull-bac’h gant goursez mui 135€ a gastiz.

M’o defe tennet warnañ an archerien e vefe « un ael aet d’an anaon re abred », ar archerien, eus o zu, a vefe dija en toull-bac’h hag o familh er Pol Su !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Société, Vie Pratique

Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Société

Hag ul levr wok ouzhpenn e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Local, LORIENT, Patrimoine, Politique

Hennebont (56) : le niveau 4 de la charte « Ya d’ar Brezhoneg » signé !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.