Mouster-al-Loc’h (44) : ar maer flatret evit bezañ lakaet ar Gwenn-ha-du e kreiz

Publicité

E Mouster-al-Loc’h, e Liger-Atlantel, e oa bet isaet ar Gwenn-ha-du e kreiz, etre an triliv ha banniel ar C’hoarioù Olimpek, dirak an ti-kêr. A-gleiz e oa an triliv hag a-zehou banniel ar C’hoarioù Olimpek. E miz gouere e oa bet lakaet ar bannieloù e-giz-se gant an aotrou maer Thierry Noguet. Ur promesa e oa ha n’en doa ket Thierry Noguet torret e c’her.

Met ne blijas ket da jakobined zo ha pellgomzet eo bet d’an archerien gant flatrerien ! Hervez al lezenn e tle an triliv, banniel Bro-C’hall aze, bezañ e kreiz ha n’eo ket ar Gwenn-ha-du. Ha goude an archerien eo bet ar « Renseignements Territoriaux » hervez ar gazetenn en-linenn Saint-Nazaire News hag o deus pellgomzet d’ar maer ! Hennezh a blegas a-benn ar fin ha setu lakaet an triliv e kreiz.

Evit derc’hel soñj eus an afer en deus Thierry Noguet miret foto ar Gwenn-ha-du e kreiz… war e bajenn Facebook memestra !

Crédit photo : pajenn Facebook Thierry Noguet

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Mouster-al-Loc’h (44) : ar maer flatret evit bezañ lakaet ar Gwenn-ha-du e kreiz”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Chañs hon-eus da gaout maerioù pennek evid talã wzh ar jakobined. Menoz vat en-deus bet gand vired skeudenn an ti-kaer a-raok dile’hiã ar bannieloù.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.