Gwened : un den mahagnet skoet get un trafikour dramm ‘ba e savadur a Gerkadoù

Hôtel_de_Ville_de_Vannes

Mahagnet eo an den dibaoe en deus bet un AVC. E Kerkadoù Gwened ema é chom, e-lec’h ma zo trafikoù a bep sort. Trafikoù drogach da gentañ penn. E mae 2023 emañ trafikourion é c’hortoz ar pratikoù ‘ba hall ar savadur. El kustum ! Ha skuizh ar paotr mahagnet get-se. Daoust dezhoñ bout aflijet e tiskeiñ betak an hall da lâret o fegement d’ar c’hrannaj a zo amañ é gwerzhiñ o c’haoc’h. “Gwall vall eo deoc’h monet àr-raok !” a gred lâr dezhe.

Afi ! Fest ar vazh evitoñ. Daou hailhon a sailh àrnañ hag a sko getoñ. Lañset eo er boestoù-lizheroù èl un tamm pilh. Ha skeiñ get an dorn da c’houde. Sklaer an traoù é sellet doc’h limajoù ar c’hameraioù.

A-zirak ar barner e Roazhon, d’an 30 a viz eost aveit ar galv, ema an daou drafikour o klask kaniñ ton ar “rasism”. Doc’h o c’hlevet en dehe ar paotr mahagnet lâret komzoù rasist dezhe. Pendeogwir int arab. Nag ur souezh ! Ya, mes àr un dro int anavezet mat e Gwened aveir bout trafikourion kondaonet mar a wezh aveit se. Hag int yaouank ! An hini 19 vlez da skouer a zo bet kondaonet 5 gwezh dija !

N’eo ket bet teneraet ar barner daoust da glemmichoù an daou arab.

A-benn miz e vo anavezet e ziviz.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS