
Loudia/Lozaog (22) : fuzuilhadeg e-kichen skwat an dermajied, un den gloazet
Abaoe sizhunvezhioù ez eus ur c’hamp “zaovaj” a dermajied, straed Jean Le Cam, e kreiz tachenn kenwerzh Ker D’Herve e Loudia/Lozaog. Karavanennoù, lastez, kirri-tan o plantañ tizh noz-deiz, n’eo ket eürus-tre ar goñversanted a zo tro-dro. Ha koulskoude int “pinvidikaet” gant o amezeen nevez hervez an doxa a-vremañ. D’ar yaou 14 e voe ur fuzuilhadeg dirak ar c’hamp-mañ, un den