Aet eo ar priz Zavier de Langleiz 2023 gant…

Publicité

… Gant Hervé ar Beg eo aet ar priz Zavier de Langleiz 2023 ! Disul dremenet eo bet embannet anv an tregeriad, paotr Arvorig FM, evit e levr « Amiraled Kab Horn *». D’an 29 a viz here e vo roet dezhañ da geñver Saloñs al Levrioù eus Karaez.

« E miz Genver 1905 en em gavas Loeiz e ti Darig, ur minor c’hoazh, a oa o chom e-tal kichen Landreger gant e dud en un ti-feurm. Deuet e oa da c’houlenn gant Darig ha kontant e vije da vont gantañ da Naoned, “Da vont hon-daou asambles gant ur c’habhorner d’an Amerik,” emezañ. Pemp miz goude e lestras Darig evel novis ha Loeiz evel martolod e-bourzh an teirgwern Leon XIII e Naoned.
Al lestr az ae da Abertawe e Kembre da gerc’hat ur c’hargad glaou da gas da San Francisco.
E-pad an daou vloavezh en deus tremenet o kas marc’hadourezh eus un eil porzh d’egile en deus gouzañvet Darig buhez kalet an dud a vor, met war an dro en deus dizoloet ivez ar garantez ha broioù disheñvel a-grenn eus e hini.
Ma’z eo bet savet tudenn Darig diwar faltazi ar skrivagner, ar braz eus merdeadennoù al Leon XIII zo bet anezho e gwirionez. »

Un emsaver dizalc’hour eo Hervé ar Beg. Bet e penn Combat Breton kazetenn Emgann e-pad pell ha neuze paotr ar mikro war Arvorig FM e Landerne betek 2018.

E 2018 e oa bet erminiget gant Skol Uhel ar Vro.

* An Alarc’h 11€

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.