Dinan : ur vandenn a drafikerien dramm kondaonet

Publicité

« La Bretonnière » a zo ur c’harter eus Dinan. Gwezhall e oa Bretoned o chom ennañ, Bretoned berr an arc’hant ganto, menajoù yaouank, met bremañ eo kentoc’h tud eus kevandirioù all a zo o chom er « c’hartcher »-mañ.

Drogach a vez gwerzhet er Bretonnière. An holl dud a oar se e Dinan. Hag ur vandennad a hailhoned a oa o ren war an trafik tro-dro d’ar « P13 » (ur savadur) betek n’eus ket pell zo. Met un deiz a viz gwengolo e tivizas ar boliserien terriñ gizioù fall ar P13. Arc’hant, kannab, kokain a voe rastellet gant ar c’hargidi ha graet mat ha buan an enklask. E penn-kentañ ar bloaz-mañ e oant nav dirak lez-varn Sant-Malou. Nav hailhon ha ne gomprenent ket e oa tomm o revr. Da gentañ e kunujenas ar prezidant unan anezho. Da c’houde e oant o kemer o frosez dreist penn-biz, evel ma vefent war ar bigorn er skol. Ne raent foutr kaer ! Forzh penaos e oarent e vefent leusket da vont a-benn nebeut…

A-benn ar fin zo bet kondaonet lod da gastizoù a daou pe tri bloavezh toull-bac’h, lod all o deus bet goursez nemetken.

Amzer dezho diskuizañ hag ober o yec’hed en tu-all d’ar beg sitadell ha goude-se e c’hellint dont en-dro en o c’harter da adlañsañ ar boutik !

Crédit photo : google view

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, Santé

Dinan : fermeture nocturne des urgences cet été, grèves et inquiétudes sur l’avenir du service

Découvrir l'article

Cyclisme, Sport

Tour de Bretagne 2026 : sept étapes, un récit, une terre

Découvrir l'article

Dinan, ST-MALO

Bretagne : un réseau de trafic de drogue démantelé entre Dinan et Saint-Malo

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Breaking Bad e Bro Gwenrann

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.