Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

6 vloaz zo e varve Kendal Breizh, lazhet gant an islamisted…

Kendal Breizh oa ur broadelour breizhad bet o stourm er Rojava evit sikour an dizalc’hourion kurd. Olier Le Clainche e oa e anv gwir hag ar re o deus anavezet anezhañ a lavar diwar e benn e oa ur “c’halon glan” anezhañ.

Un dizalc’hour e oa Kendal Breizh, un anarkour hag un etrebroadelour ivez.

Abaoe e varv d’an 10 a viz c’hwevrer 2018 e vez kanet gloar dezhañ gant an Emsav, dreist-holl gant ar C’haochisted. Normal, er c’hontrol eus kalz a dud eñ en deus lakaet e groc’hen war an daoul evit e vennozioù. Ne oa ket ur beg bras anezhañ.

Met n’eo ket an Emsav gaochist evit anzav n’eo ket bet lazhet Kendal Breizh gant FACHISTED met gant ISLAMISTED. Rak, goude bezañ stourmet a-enep Daesh eo bet peurlazhet Olier Le Clainche hag ur c’hamarad dezhañ gant ur vombezenn kaset gant an aerlu turk e Afrin. Aerlu Erdogan, ar sultan nevez. Un islamour eo Recep Tayyip Erdogan, prezidant Bro-dTurkia. Stourm a ra an arme turk a-enep Kurded ar PPK hag e skour er Rojava, an YPG. Ha Kendal Breizh a zo bet lazhet o stourm a-enep islamisted ar milisoù pro-turk hag arme Ankara.

Plijout a rafe da c’haochisted an Emsav e vefe bet lazhet Olier Le Clainche, an enep-faskour breizhad, gant “nazied”, “fachisted” pe me oar c’hoazh met n’eo ket gwir. Falc’het eo bet gant tud hag a zo aliañset gant ar c’haochisted e Breizh hag e Bro-C’hall. Ar re a gan gloar da Olier Le Clainche e Breizh hiziv a gerz skoaz-ouzh-skoaz gant mignoned ar re o deus lazhet Olier Le Clainche er manifestadegoù a-enep an “islamofobiezh”. Sellit mat ouzh o c’hontoù war ar rouedadoù sokial : islamo-gaochist e vezont penn-da-benn. Ha gwechoù zo e c’hoariont an ‘ar re sot utul” da gevredigezhioù tost da strollad Erdogan. Gant ar vezh ! Rak an islamogauchisted n’int ket rezistanted anezho, kollabo ne lavaran ket. Kollabo ar faskouriezh nevez : ar islamism ! An islamism a wask ar Gurded, a lak bombezennoù en Europa, a lazh Yuzevion en Israël, a lazh kristenien er bed a-bezh, an islamism en deus lazhet Kendal Breizh.

Penaos e vez lavaret “skizofrenek” e “brezhoneg arnevez” ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Vu ailleurs

Il était une fois le Rojava…

Découvrir l'article

International

Syrie. Les Occidentaux se retirent, Damas et Moscou accourent aux côtés des Kurdes (1/2)

Découvrir l'article

International

Emilie König. La membre de l’Etat islamique s’exprime dans une vidéo publiée par les YPG kurdes

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky