Dinan : sportour a live uhel, rapour met ivez dam-houlier !

Publicité

Ur sportour a live uhel eo X. Klask a ra bezañ dibabet evit ar C’hoarioù Olimpek er mare-mañ. E Roazhon emañ o chom. Goude ar fedoù ne oa ket trelatet gant ar paotr en doa gloazet rak ur shooting foto evit ur strollad rap a reas an deiz war-lerc’h. Met bremañ « en deus cheñchet ». Ya, evel just, plijout a rafe dezhañ ne vefe ket paket brud fall gantañ rak ne vefe ket mat evit e red micher…

Ha padal tri bloaz zo ne oa ket ken chalet gant e vrud. Na gant e vrud na gant e enor bepred ! Rak lakaat a rae e vignonez war lec’hiennoù louvigezh. Hag ur plac’h vinor e oa ! Met « ezhomm en doa arc’hant ». E ya ! Met pa errue ar glianted e c’houlenne ar plac’h an arc’hant diganto ha kuit ! Chom a rae ar penn-peul e kreiz ar parkva e-unan. Ha ne zae ket da sevel klemm goude-se evel just.

Met e miz ebrel 2021 e troas an itrik da fall. Ur paotr eus Dinan en doa urzhiataet ur gast war internet. Evel e vez urzhiataet ur pizza ! Erruout a reas ar plac’h gant e houlier. Klask a reas ar c’houplad ober ar memes c’hoari met lakaat a reas ar pratik e zorn er c’harr-tan, dre ar prenestr. Klask a reas ar sportour plantañ tizh gant ar c’harr-tan evit leuskel ar paourkaezh beulke ar fri war ar gloued met ne zikrogas ket ar paotr. Ha mod-se e vo stlejet war-hed 300m. A-benn ar fin e voe torret ar werenn dredan ha leusket en e enkoù war an hent gant ar c’houplad.

D’ar mintin e vo kavet e-giz se gant ur vaouez, tost marv. Tremen a raio teir mizvezh er prederioù askoridik e Pontchaillou. Erruet eo bouzar. 600 devezh ITT en deus bet betek-henn ha n’eo ket echu !

Dirak al lez-varn e oa d’an 22 a viz c’hwevrer. E lost en e c’harbedenn. Klask a reas kendrec’hiñ an aotroù barner e oa fazioù yaouankiz netra all. « La vie d’ma mère ! »

A-benn ar fin ne zaio ket an dam-houlier en toull-bac’h. Chom a raio er gêr gant an dro-vrec’h elektronek. Ha dizrovrec’het e vo… da vare ar C’hoarioù Olimpek ! Pebezh chañs ha pebezh chañs evit ar vro, ‘gav ket deoc’h ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Dinan, Santé

Dinan : fermeture nocturne des urgences cet été, grèves et inquiétudes sur l’avenir du service

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.