Brest : goude an « emgannioù mahoran » e karter Europa, un den a zo bet barnet

Publicité

Emgannioù mod « fight club » pe, kement ha bezañ rezis, mod « Mayotte » rak seurt emgannioù, anvet « Mrengué » a vez gwelet stank e Mayotte, a zo bet aozet e karter Europa e Brest d’an 22 ha 23 a viz meurzh. E kreiz ar ramadan e oa hag e Mayotte n’eo ket ur ral gwelet emgannioù Mrengué aozet evit « distannañ » an dud e-kerz « miz sakr » ar vuzulmaned.

Ha pa glaskas ar boliserien lakaat an engroeziad a sellerien da vont kuit e resevjont kanetoù bier warno.

N’eo ket diouzh al lezenn seurt emgannioù nag e Breizh nag e Bro C’hall ha setu perak zo bet serret un den d’ar 26 gant ar polis. Gantañ e oa bet strewet skritelloù war ar rouedadoù sokial evit pediñ an dud da zont.

Prezantet d’ar prokulor d’an 28 a viz meurzh eo bet barnet d’an 29 gant lez-varn Brest.

Crédit photo : tapadur skramm kont twitter gilleswell & Connerie 2 bledaar

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.