Roazhon : filmet o laerañ ur bouc’h

Penaos lakaat mennozhioù ekolo ar voboed eus ar c’hêrioù hag gizioù ar « binvidigezh evit Breizh ha Bro-C’hall » da genglotañ ? D’ar c’hentañ a viz gwengolo zo bet filmet un den o laerañ ur bouc’h e karter al Landry e Roazhon. Er c’harter-mañ zo ur park. Hag er park-se zo bet lakaet gant an ti-kêr givri ha bouc’hed o peuriñ evit ma vefe kempennet ar park en ur mod ekolo.

Met poblañsoù zo a wel ar vouc’hed en ur mod all. Setu perak zo bet laeret unan eus ar pennoù chatal-mañ gant un den. Trankilik e oa o vont kuit gant ar bouc’h war e zivskoazh pa’z eo bet gwelet gant un den all. « C’hwi a zo o laerañ madoù publik » a lavaras dezhañ ar filmour « hag emaon o filmañ ac’hanoc’h ». Skignet eo bet ar video-mañ war lec’hienn tik-tok Actu Rennes.

Dipitet, an den en deus lesket e vouc’h war bord an hent. Ha kuit.

Crédit photo : tapadenn skramm kont tiktok Actu Rennes
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Roazhon : filmet o laerañ ur bouc’h”

  1. Taliesin dit :

    Na madelezhusat den ! Faote dezhon dizalc’hin ar loen, lakaet da sklav er parkeier.

  2. Lorz dit :

    Petore bouc’h? Ur maout eo, genaouien!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : Kadarnaet eo bet get ar lez-varn diviz ar prefed diàr-benn manifestadeg « La Digue »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

Ar Redadeg a loc’ho eus Lannuon e 2026 !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine

K barrennet, « al lizher verzet » : al levr

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine

An Alre : dao d’ar live 2 karta Ya d’ar Brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Argenton-sur-Creuse (36) : ur sizhunvezh « evit dizivout gant repuidi » er skolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Ar « skwat kadioù », sotoni nevez an tu-kleiz er gourmarc’hadoù

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Local

Yuna le Men, ur vrezhonegerez desavet ‘ba Diwan Baod é foetiñ bro e brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Saint-Pierre-de-Plesguen (35) : afer dramm, ur plac’h c’hloazet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky