Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Publicité

D’an 9 a viz genver e oa daou zen a 25 ha 28 vloaz dirak barner lez-varn Sant-Brieg. Tud eus Norzh Bro-C’hall e oa. Diskred a oa warno gant ar boliserien e oa trafikourien dramm anezho. E miz kerzu e oa bet kavet kokain en o c’harr-tan. O straniñ war parkva ur greizenn kenwerzhel eus Plerin, ‘tal-kichen Sant-Brieg, e oant d’ar gwener 6 a viz kerzu pa tegouezhas ar BAC. C’hwezh ar c’hannab a oa en o c’harr-tan hag ur sac’hadig kokain a oa war ar sez a-dreñv hervez ar boliserien. Pa voe furchet er c’harr-tan e voe kavet 1,5 kg a goko, da lavaret eo kement ha 60 000€ !

Evel just e voe tapet an daou labous ha goulennet ganto petra oa kaoz e oa an dramm ganto. « Ne oaremp ket e oa kokain en hor oto zoken » a lavarjont ha pa vez anavezet unan anezho gant ar polis evit aferioù dramm dija.

Dirak ar barner e kavas o breutaerien meur a abeg da nullañ an argerzhadur : Hini ebet eus ar boliserien a oa OPJ. Hogen, dav eo kaout un OPJ er skipailh evit furchadegañ. Ne oa ket sklaer a-walc’h ar rak hag ar perak m’eo bet kontrolet an daou zen ivez. Ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar. A-benn ar fin eo bet leusket da vont an daou Lillad : nullet eo bet tout an argerzhadur !

Penaos e c’hell ar boliserien ober o labour hag an trafikañ dramm bezañ kaset da netra gant seurt lezennoù ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.