E Basse-Goulaine, e su Naoned, ez eus muioc’h-mui a girri-tan devet abaoe miz genver. Atav er memes karter, tro straed ar Jarnigarnière. Kirri-tan devet e kreiz an hent pe e-kichen an tiez. Ha n’eo ket otoioù o defe servijet da laeron pres warno difasañ o roudoù pe o ADN kar n’o deus ket mui keflusker, « karkasoù » eo tra ken.
Ha lod eus ar garteridi da lakaat tout se war chouk an dermajied hag o deus savet kampoù tro-dro Naoned… War a seblant e vez degaset ar c’harkasoù-mañ gant otoioù all o ramokiñ anezho ha leusket er c’harter e kreiz an noz, an tan enne ! Ha goude… c’hoarvezet a c’hoarvezo, d’ar blouked ha d’ar bomperien d’en em zibab gant se !
Met perak e vez devet kirri-tan e straedoù ar c’harter-mañ ez-rezis ? Peogwir n’eus ket gouloù ken ennañ ! Lazhet int bet gant Naoned Metropole diwar abegoù… ekolojikel ! Dre se e c’hell forzh piv ober forzh petra er c’harter diouzh noz.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine