Gwened : laeret get paotred kailh ‘ba ur park

Gwasoc’h-gwasañ an traoù ‘ba Gwened hag e oe ur gêr ken trankil gwezharall. Gwezharall e yahe an dud d’An Oriant aveit festalhiñ ha c’hoari get ar merc’hed daouliarded. ‘Ba Gwened ne oe ket ‘met an Dragoned a c’hoarie ar baotred fall ‘ba straedoù Gwened ha c’hoazh.

Bremañ e c’hell Gwenediz bout taget ‘ba korn forzh peseurt straed. ‘Ba kreiz-kêr eh eus ur jardrin publik : jardrin Limur an hini eo, ur lec’h kaer eo ma vez Gwenediz é pourmen o c’halite (ha tud a galite eo tud Gwened kaer eo goût !) peotramant é lenn edan ar gwez.

D’an 2 a viz even e voe ur paotr yaouank é pourmen justamant b’ar jardrin-mañ da vare serr-noz. Allas, eñ a gejas doc’h ur strollad paotred kailh hag a faote dezhe gober un taol fall. Skoas a rekont getoñ ha laeret e bellgomzer sakod. 17 vlez a oa ar paourkaezh paotr. Klask a reas achapiñ mes an tropell a zaas a-benn da dapout krog ennañ. Ha dao, ar biladeg !

Monet a reas da sevel klemm b’ar c’homiserdi ur wezh lipet e vlesoù. Deskriviñ a reas e dagourion ha daou anezhe a voe tapet kerkent ha da c’houde e voe tapet ar re arall. E penn kentañ ar GAV e nac’hjont ar fedoù kar n’eo ket tud kourajus anezhe mes get imajoù ar video-evezhierezh e rankjont anzav o fec’hed.

N’eo ket bet rezisaet peseurt doare hailhoned e oe, mes…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Mirdi ar street art e Saint-Chamond (Liger) serret dre ziouer a bratikoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Gwened : é tec’hin ag H&M get 135€ a zilhad, ur vongolianez serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.