E Bro-Spagn e vo aozet ar sadorn-mañ un emgav a-bouez etre ar gouarnamantoù proviñsel hag ar gouarnamant kreiz : Kuzuliadeg ar Brezidanted an hini eo. E 2004 e voe krouet gant José-Luis Zapatero hag, abaoe, ez eus bet 27 anezho ! (e 2020 e oa bet 13 war un dro hag a badjont eus kreiz miz meurzh betek kreiz miz even kar ar c’hentañ Kuzuliadeg e oa abaoe an enkadenn e Katalonia.
Ar bloaz-mañ e vo dalc’het ar Guzuliadeg e Barcelona. An dro-mañ en deus embannet Salvador Illa, prezidant PSC Bro-gKatalonia, e komzo e katalaneg. Memestra evit ar prezidant euskarad Imanol Pradales (EAJ-PNV) hag a gomzo en euskareg. Arabat disoñjal emañ Katalonia, Euskadi ha Galiza o reklem e vefe anavezet katalaneg, euskareg ha galizeg evel yezhoù ofisiel en Europa. Ha diskred zo war Madrid e vefe itriket gantañ dre guzh evit ma ne’z afe ket ar reklem-se da benn e Bruxelles ha Strasbourg.
Hogen, abaoe m’eo bet embannet tout-se gant an daou prezidant emañ Isabel Díaz Ayuso, seut Valérie Précresse eus Bro-Spagn, prezidantez PP kumuniezh Madrid e fulor : embannet he deus sklaer ez aio kuit eus ar Guzuliadeg ma ne vez ket komzet spagnoleg gant an daou brezidant rebel. Ha padal e vo lakaet ur sistem treiñ war ar prim evit ar re ne ouzont ket an div yezh-se (hag int kenofisiel en div broviñs). Met ur jakobinourez eo Ayuso ha ne fell ket dezhi bezañ tapet en ur seurt taol brudañ evit an dizalc’hiezh katalan (ha pa n’eo ket dizalc’hour tamm ebet Salvador Illa).
E-pad ar Guzuliadeg e vo komzet eus treuzkas ar barregezhioù war an enbroerezh da Vro-gKatalonia mui ar barregezhioù evit kontroliñ an harzoù. Betek-henn e oa an div varregezh-mañ e dalc’h ar stad.
Crédit photo : Por PP Comunidad de Madrid – https://www.flickr.com/photos/ppmadrid/32822902447/, CC BY 2.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=93227772
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine