Ar Redadeg a loc’ho eus Lannuon e 2026 !

Lakaet eo bet enlinenn hentad ofisial ar Redadeg 2026 d’an 18 a viz here. Hag ar bloaz-mañ e loc’ho ar Redadeg eus Lannuon. E Naoned e arruo ar rederion ur sizhun war-lerc’h goude bezañ galoupet 2226 km a-hed hentoù ar 5 departamant.

Evel ar pezh a weler war ar gartenn e vo galoupet kalz a-hed ar mor ar bloaz-mañ, e Breizh-Izel dreist-holl. Bihan-tre eo ar rann a dremeno dre Vreizh-Uhel (un tamm e Bro-Roazhon hag etre Roazhon ha Gwenrann ha, goude-se, etre Gwenrann ha Naoned a-hed al Liger).

Loc’hañ a raio ar Redadeg d’ar Gwener 8 a viz Mae eus Lannuon evit degouezhout e Naoned d’ar Sadorn 16.

Ar re intereset a c’hello prenañ kilometradoù evel boaz. D’ar Sadorn 25/10 e vo lañs ofisiel ar werzh e-pad gouel al levrioù e Karaez.

Illustration : Ar Redadeg
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn (22) : an « Aloubadeg Veur » en ur skritell

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Kannadez LFI Roazhon Marie Mesmeur a wel saludoù nazi partout

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Loudéac, Société

Lozaog (22) : Taget en doa merc’hed e kreiz kêr, ur penn-dramm kondaonet

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Plouarzhel (Bro Leon) : Kroaz ar Hiton adsavet

Découvrir l'article

BRIEC, E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Brieg (29) : unan eus daou « go-fastour » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Loudéac, Société

Koadlinez (22) : un Termaji tamallet da vezañ laeret un greizenn deknikel leusket da vont

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, Patrimoine, RENNES

Rennes : conférence sur les 100 ans de Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : Kadarnaet eo bet get ar lez-varn diviz ar prefed diàr-benn manifestadeg « La Digue »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine

K barrennet, « al lizher verzet » : al levr

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky