Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Mod-se ‘mañ an traoù bremañ : pa c’hoarvez ur gwalleur bennak e weler videoioù eus ar gatastrofenn war-eeun war ar rouedadoù sokial. Ha re Crans-Montana, e Bro-Suis, m’eo marvet un 40 den bennak en un tan-gwall d’ar c’hentañ a viz genver, a zo spontus. Pa krogas an tan er solier, e kendalc’he ar re yaouank a oa dindan da c’hoarzhin. Hep tamm skiant ebet e oa grevus an traoù hag e oa poent mont kuit. Hag e klever anezhe o lavarout « wech wech », « wallah »… Ne vern, daoust d’an tan e kendalc’hent da filmañ, strobinellet gant o hezoug. Ne sikourent ket ar re a glask mougañ an tan… kar kroget e oa an tan ha kroget mat met kreñvoc’h eo ar c’hoant da gaout « kalonioù » evit ur video war ur toktokbook bennak.

Un nebeut minutennoù war-lerc’h e oa gwasoc’h an traoù : n’halle ket tec’hel kuit tud an davarn kar re vihan e oa an nor. Stanket e voe buan gant an engroez, tud a oa pilet gant reoù all. Met er-maez e oa c’hoazh tud yaouank o filmañ. Ne raent netra evit sikour o c’hamaladed kraouiet en davarn, an takennoù plastek tomm-berv o kouezhañ warne, kendalc’h a raent da filmañ. « Oh la dinguerie, ouaih, gros bouge, bouge » a glever war ur video. Lod all a rae selfioù dirak ar reuz zoken !

Eüruzamant, e-keit ma oa fouerouzed o pinvidikaat o c’hont Instagram, ez eus bet paotred ha merc’hed kalonek o klask saveteiñ tud. Anv zo eus ur « Giovanni » war ar c’hazetennoù suis hag en deus sikouret ar bomperien war var e vuhez. Met pet a zo bet mod-se e-barzh an tropell ? Re nebeut siwazh. Tud yaouank dreist-holl, minored memes, a oa en davarn « Le Constellation » eus Crans-Montana. Tud yaouank a-vremañ e oa. Yaouankizoù hag a soñj kentoc’h en o hezoug e-lec’h soñjal en o nesañ.

Arabat barnañ anezhe re start evel just kar tud yaouank eo. Met afer Crans-Montana a dle lakaat ar gevredigezh da brederiañ evit gwir war pouez ar poellgomzerioù hag ar rouedadoù sokial en hor buhez, ha dreist-holl e buhez ar re yaouankañ (met ar re gozh a zo ken drammet all). Emaint o treiñ sot gant se. Emaomp holl o treiñ sot. Ur gudenn hollek, kevredigezhel eo deuet da vezañ.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz”

  1. Ronan dit :

    Bravo : Florian PHILLIPOT en deus komzet diwar e benn er memes termenoù dec’h e-pad e skignadenn war-eeun war e chadenn « YouTube » war-dro 7e noz ha war e gont X.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Trajedienn Crans-Montana : hag a gendalc’h ar sotonioù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.