E Donostia, e Bro-Euskadi ar su, zo bet savet ur skol deir-yezhek e 2020 : Skol Larrun an hini eo. Teiryezhek eo, da lavaret eo euskareg, galleg, kastilhaneg. Hag ouzhpenn da vezañ teiryezhek eo treuz-harzoù ar skol-mañ rak arc’hantaet eo gant ar gumuniezh emren Bro-Euskadi, ar gumuniezh emren Navarra hag ar rannvro Akitania Nevez (ha n’eo ket emren). Ur gwir raktres kaset gant an eurorannvro Akitania-Nevez-Euskadi ha Navarra eo !
E klasoù ar skol-vamm e vez komzet ha desket euskareg ha galleg, war patrom ar skolioù divyezhek a zo e Breizh. Ha goude klas ar re vras e krogont gant ar spagnoleg. Savet eo bet ar skol-mañ war ludu al lise gall eus Donostia. E 1997 e voe serret anezhañ. Ha d’ar mare-se n’eo ket ar galleg a veze lakaet war-raok gant ar lise met ar saozneg ! Mare an holl-saozneg e oa. Ur « gêriadenn hollek » e oa sañset bezañ ar bed d’ar mare-se hag e Bro-C’hall e veze lakaet ar vugale da zeskiñ saoznet a-raok pep tra evit ma vefe graet o dreuz er bed mondializaet « digor ha diharz ».
A-benn ar fin e voe serret e 1997 rak ne oa ket skolidi a-walc’h. Ha bremañ n’eus den o soñjal atav eo ar bed ur « gêriadenn hollek », war-bouez ar boomers kozh ha kabac’h marteze…
E 2020 e voe savet ar skol kentañ-derez-mañ diwar ar lise gall. Met savet eo bet war ur patrom all : e lec’h deskiñ saozneg hag un tamm galleg e vo desket euskareg ha galleg (mui ar c’hastilhaneg da c’houde). Ha berzh a ra !
Arabat sellet ouzh « spered ar skol » avat rak, hervez ar pezh a zo skrivet amañ, eo anat en deus serret ar skipailh pedagogel kleñved ar wokism. Met dedennus eo seurt taol-arnod memestra. Dreist-holl e Breizh gant ar broioù keltiek a zo ken tost…
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “E Bro-Euskadi, ur skol deiryezhek ha treuz-harzoù”
Brav e vefe da gaout seurt traoù aozet gant Bro-Gembre da skouer !
Gant Bro-Gembre ? Kembraeg, saozneg, brezhoneg ha galleg ?
Gyda Chymru? Cymraeg, Saesneg, Llydaweg a Ffrangeg?
Du se e vez posubl lak un troad e bro frans hag an troad all e bro spagn. E breizh n’eo ket posubl. Ur vor braz ez eus etre breizh ha bro gembre