Uccle zo ur gumun pinvidik eus su Bruxelles, e Bro-Veljia. Met abaoe m’eo bet embannet gant ar minister e vo digoret ur greizenn degemer evit goulennerien bod er gumun, an annezidi a zo gwall nec’het. Gant 230 plasenn en ur savadur renevezet penn-da-benn evit degemer familhoù, n’eo ket sur en do ar c’harter ar memes neuz d’an distro-skol. E penn-kentañ e oa sañset bezañ digoret d’ar 14 a viz gouere met savet zo bet argerzhadurioù dirak al lez-varn melestradurel gant annezidi zo. Faskourion ken sur ha tra !
Petra ? Ar vourc’hizien hag ar voboed o deus aon rak kement a binvidigezh ? Ha padal pa vez digoret seurt kreizennoù er c’harterioù micherour e vez klevet ar memes re oc’h en em joaiusaat, neketa ?
Daoust ha ma oa ar varnerien o sellet ouzh an afer en deus komañset d’an 3 a viz eost a Samu Sokial da staliañ repuidi er greizenn. Fall en deus graet : antronoz, un diviz justis a redias ar Samu da zegas ar repuidi da greizenn Koekeleberg en-dro ! Ur mont-ha-dont evit netra.
Bremañ, dav eo gortoz an 12 a viz eost evit ur varnadenn nevez gant lez-varn Bruxelles. Etretant emañ ar Vlaams Belang o kabaliñ evit ma vefe nullet an diviz kentañ ha serret ar greizenn da vat.
Domaj eo en ur mod kar mod-se o do bourc’hizien ha boboed Uccle bet tro d’ober anaoudegezh gant ar « binvidigezh », an « allded » hag an « ijinerien » a veulont p’en em staliont e karterioù all.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.