Pelloc’h e yaer gant ar vezh evit gant ar c’hoant kac’had. E, Loon-Plage, e-kichen Calais, ur gompagnunezh a c’hoariourien-grañv a oa er junglenn d’an 13 a viz eost evit « didual ar repuidi » gant o zroioù.
Furlukined eus an tropellad Clown Inside, renet gant Laurence Quetel a oa o klask lakaat ar repuidi da vousc’hoarzhiñ. Met disheñvel-kenañ eo hor sevenadurioù ha lod ne gomprene ket ar pezh a rae ar paourkaezh plac’h en he 67 vloaz hag e re. Lod a dremene diraze hep teurel an disterañ sell oute, memes. Petra a soñjont eus hor bed pa welont tud evel-se oc’h hejañ o revr diraze ?
Ur steudad a 2500 repuad a oa o c’hortoz an dijuniñ (paeet ganeomp) hag un tamm pelloc’h e oa treizhourion kurd o klask leuniañ ur vag ha lakaat ur vagead a « binvidikerion » o treuziñ ar mor evit kas sushioù d’ar Yuppies eus Londrez.
Laurence Quetel, a-raok mont da furlukinez a-vicher, a oa frammerez er gompagnunezh Philips. Abaoe 15 vloaz emañ o chom en Izelvroioù. Kroget he deus gant he micher nevez e 2016. Evit didual ar repuidi (sirian) dija. Ha dija n’o doa ket foutre-kaer diouti. Holala eo hec’h anv-arzour.
Tapadenn skramm : The Telegraph
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.