Emañ an ensellerezh akademiezh hag an Ofis o klask digeriñ un hentenn divyezhek er skol bublik Paul Gauguin eus Plogoneg, e Bro C’hlazig (Bro Gerne). A-benn miz gwengolo 2026, da lavaret eo an distro-skol a zeu, e vo digoret ar c’hlas-se. Ar vugale bet ganet etre 2021 ha 2024 a c’hellfe bezañ degemeret enni, da lavaret eo an holl live skol-vamm, adal ar re vihan-vihan betek klas ar re vras.
Daoust da se, n’eo ket mat ar sifroù evit an deskadurezh divyezhek e Breizh ar bloaz-mañ. Nebeutoc’h eget 20 000 bugel a zo skoliataet er c’hlasoù divyezhek brezhoneg-galleg, ha 30 000 a oa ar pal da dizhañ, sañset, e 2027. Ar pezh ne vo ket.
An diouer a savadurioù a zo pennkaoz eus ar maread fall-se, gant familhoù ha ne fell ket dezho e vefe o bugale e tiez-skol kozh fall o stad. Mui an aergelc’h brein e skolioù zo.
E Breizh-Uhel, ez eus klasoù zo ma vez desket gallaoueg bremañ ivez. Diaes eo da gaout ar sifroù rezis met muioc’h eget 1500 skoliad o defe kentelioù gallaoueg ur wech ar sizhun d’an nebeutañ. Ur « c’hlas he deskadurezh kreñvaet » a zo e Dol, memes, ma vez kelennet un danvez e gallaoueg penn-da-benn enni.
Foto : Kelennomp
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.