35 000 den a zo o chom e Saint-Chamond, e departamant al Liger, er Forez, war marzoù Oksitania. Surawalc’h ez eus boboed ha rakailhed e-touez an 35 000 anneziad-mañ met n’eus ket a-walc’h evit ma c’hellfe bevañ diwar e bratikoù mirdi ar street-art a zo bet digoret e miz mae 2025. Ur pikol karrdi a 10 000m² leun a bitrakoù taget ha livet mod 9-3 e oa ar mirdi-mañ ha, war a seblant, eo ar bitrakoù-mañ oberennoù arz.
Renevezet e oa bet al lec’h-mañ gant arc’hant publik. 9 milion € a oa bet lakaet e-barzh gant ar strollegezhioù lec’hel hag ar stad. Hag ar embregerezh a ren ar mirdi a baee ur feurm. Ar « Mausa » a zo bet anvet al lec’h-mañ.
Nav vizvezh war-lerc’h, setu eñ serret. Dre ziouer a bratikoù. 62 000€ a vank er c’hefoù. Emañ ar mirdi o klask 100 000€ hag ouzhpenn-se e vefe fachet ar rener, Stanislas Belhomme, gant ar re o deus savet ar mirdi gantañ.
N’eo ket ar wech kentañ e vez serret seurt mirdi ar street-art. E Bitche (Mozel) e oa bet serret ur « Mausa »-all e miz meurzh 2025 peogwir ne baee ket ar feurm ar rener. Stanislas Belhome a oa rener er Mausa-mañ ivez.
Daoust d’ar bruderezh a vez graet evit brudal anezhañ ne seblant ket bezañ intereset an dud gant ar street-art. Dav eo lavarout e vez gwelet kalz « street art » er straedoù ha mogerioù eus forzh peseurt kêr bremañ. Ha street-art eus an hini vilañ !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.