Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Publicité

Evit ur wezh, setu punked hag a zo gwir punked anarkour anezhe ! Ar strollad JEM 2000 a Dhionville (Bro-Loren) hag a dolp daou baotr ha div blac’h, en deus embannet ne sono ket d’ar festival les Révoltés a Nancy d’an 30 a viz mae. Ur festival « enepfaskour » ha « feminist » eo Les Révoltés, ha get ar « Révoltés »-mañ e vo aozet sonadegoù difennet d’ar « baotred cis », da lavaret eo ar baotred normal. « Dre m’omp ur strollad punk dieub ha kemmesk omp a-enep forzh pesort doare seksism a vehe » en deus skrivet JEM 2000. Ur strollad punk a-enep an tropell wokist, abaoe pell zo n’eus ket bet unan evel-se !

Evel rezon, kerkent ha embannet an diviz-mañ àr ar rouedadoù sokial ar strollad en deus paket ur lañvad burutelloù a-berzh ar feministed ag an tu-pellañ hag ar gaochisted troet sot.

Ha setu int lakaet da « faskourion » get kamaladed zo memes !

‘ba MJC an tri zi ‘ba Nancy e vo ar festival Les Révoltés ar blez-mañ. Ha evel rezon n’eo ket mui ur festival punk mod-kozh, evel ma oe da vare ar gwir punked, mes ur c’hatalog a dout ar sotonioù wok a zo àr ar marc’had.

Pedet eo bet strolladoù rap ivez gant ar gaochisted mes..dre vras eo kanerion he kanerezed gwenn ha n’eo ket rapourion ag ar « site ». Ha souezhus eo ?

Foto : tapadenn skramm sonadeg JEM 2000

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

 

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.