Met ar pezh a zo iskis aze, n’eo ket ar pezh a zo skrivet war ar skritell, forzh peseurt den sevenaet a zo a-enep an eksizion, ar skritell hec’h-unan ne lavaran ket.
E peseurt broioù e vez eksizet ar merc’hed ? E 28 bro afrikan (35 hervez lod) er C’hurdistan irakian hag en Indonezi.
E Bro-C’hall n’eus ket kalz a indonezianed me soñj. Met, er c’hontrol, ez eus kalz a verc’hed o tont eus ar 28 pe 35 bro afrikan-mañ. Hag eus peseurt liv eo ar plac’hig war ar skritell-mañ ?
Ha gwelloc’h c’hoazh, sellit ouzh ar skritelloù all a zo bet skignet gant prefetioù Breizh ar sizhun-mañ :
Europeiz a zistro d’o bro e-pad an hañv hag e viromp ouzh o flac’h vihan da vezañ eksizet ? Europeiz eus peseurt bro ? Bro-Saoz ? Portugal ? Ukren ? Ur farsadenn eo ?
Setu ar video a zo bet graet gant ar minister. Sellit mat ouzh an ti e vez gwelet e-barzh ? Tenn a ra d’un ti saoz pe izelvroiad, ‘gav ket deoc’h ?
Neuze, e Bro Saoz pe en Izelvroioù e vez eksizet ar merc’hed gwenn gant o zud. Un hengoun eo. Ha komprenet ma ‘m eus ?
Ur c’hlañved spered eo ar wokism ha n’eo ket un ideologiezh. Ha war a seblant e vez klañv-bras ar minister-mañ gant ar wokism.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.