An LFIsme a zo ur poezon oc’h en em ledanaat er bed a-bezh hag en holl chapeligoù hag is-chapeligoù an tu-kleiz.
Er Michigan, d’ar 4 a viz gwengolo e oa ur rakvotadeg demokrat evit ar sened. Daou chapel an tu-kleiz a oa tal-ouzh-tal : Haley Stevens, ur demokratez mod-kozh, kentoc’h kreizour, o souten Israël evel ma oa kont er strollad demokrat betek-henn hag Abdul El-Sayed, ur muzulman, o tont eus tu-kleiz an Demokrated, wok da vat, o vagañ estlamm gant ar stourm evit Palestin.
Hemañ eo en deus bet an tu-gounit d’ar greizourez gant 49,3% eus ar mouezhioù. E-pad e brezegenn goude an disoc’hoù Abdul El-Sayed en deus lavaret « Inch Allah » ha kerkent o doa estlammet gant ar joa an emsaverien demokrat a oa dirazañ. Un dro-lavar hud eo deuet da vezañ en tu-kleiz gwenn. Spontus !
Pilet eo an establishment demokrat kozh, ma oa Dominique Strauss-Kahn e damm klon e Bro-C’hall, pilet betek war e douaroù eus New-York, arvor ar reter, da skouer gant Zohran Mamdani. Bremañ eo ar Vuzulmaned, niverusoc’h-niverusañ er Stadoù-Unanet, kevredet gant ar wokisted « Chickens for KFC » evel Bernie Sanders, o deus avel a-du. Ar re yaouank, begoù gwenn gwalc’het ha ampouezonet o empenn gant ar wokism, a vot evite, harpet gant re gozh eus ar Strollad Demokrat hag a gred distreiñ d’ar sixties ha d’ar seventies dre votiñ evit « minorelezhioù ».
Ar pezh a ziskouez ar votadeg-mañ ivez eo kresk an niver ar vuzulmaned en USA betek dont da vezañ ar muiañ-niver e kêrioù zo evel Dearborn er Michigan. Ha n’eo ket soufied anezhe, aduerien an Hamas ne lavaran ket !
N’eo ket sur e c’hello an Demokrated kaout ar gounid er votadegoù prezidant gant tud mod-se war ar renk rak n’eo ket gant muzulmaned sokialour e vo gouniet kalon an vouezherion MAGA, setu perak eo laouen-kenañ Donald Trump ar mintin-mañ, goude disoc’hoù ar Michigan.
Met nec’hus-kenañ eo gwelet penaos e tro an tu-kleiz er bed a-bezh. Emañ o treiñ sot ha kabac’h.
Hag un deiz bennak e troio da fall ha feuls ‘m eus aon.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.