« Korfoù paotred hanter-noaz mod LGBT/Kitsch/Jean-Paul Gauthier » setu berr-ha-berr tem an diskouezadeg a zo bet nullet gant ti-kêr La Garde, ur gumun eus ar Var, e su Oksitania. « Labour » ar poltrejour Romain Berger e oa sañset bezañ diskouezet en ur sal-kêr etre an 28 a viz ebrel hag ar 27 a viz mae. Hogen p’en doa komprenet ar vaerez eus peseurt doare « arz » e oa kaoz amañ e voe nullet an abadenn.
Hervez an « arzour » e ra eñ ur labour war ar « c’horf ». Korf ar baotred nemetken kar un arzour « queer » eo Romain Berger. Ha tomm e vez d’ar baotred poltrejet gantañ war a seblant, tomm-lor zoken rak ne vezont ket gwisket tomm ar re-se.
Ha padal n’hall ket an emsaver LGBT sevel e vouezh a-enep an RN hag a savfe un diktatouraj e kêr an dro-mañ rak trec’het eo bet an hini a oa war ar renk e anv ar strollad Lepenour er votadegoù-kêr diwezhañ gant ar vaerez DVD Hélène Arnaud Bill deuet da vezañ « simbol ar rezistañs a-enep ar faskouriezh ».
Abaoe m’eo bet lavaret dezhañ e oa nullet e diskouezadeg e huch an arzour war ar rouedadoù sokial ha war ar mediaoù war an ton « nullet eo bet kuit da « chifañ an dilennerien mirour » ».
Marteze e c’hello propoziñ e « labour » d’an tiez-kêr gounezet gant LFI e bannlev Paris. Kêrioù ha poblañsoù degemerus hag araokour war an temoù LGBT a zo eno, anat !
Foto : kont instagram Romain Berger Photos
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
2 réponses à “La Garde (Oksitania) : un diskouezadeg « queer » nullet”
Qu’il aille faire sont expo a Saint-Denis dans la toute nouvelle municipalité LFI ; sont expo n’est qu’une promotion du monde Queer et Lgbt+++++ .
La mairie c’est rendu compte que c’était une entourloupe et a annulé sont expo , c’est tout , il y a d’autres priorité dans la vie .
Ar gwas dalc’het en ur roll zo forc’hellek (d’an nebeutañ !).