Koeron (44) : ar re e-maez al lezenn a c’hoari an aotroù Doue

Publicité

E Koeron (Bro Naoned) en em staliañ a reas, div sizhunvez zo, ur meuriad a rromed war un dachenn, hent ar Mine, m’eo an departamant perc’henn warni. A-raok e oant e Bouguenais, nepell ac’hann met skarzhet e oant bet. Al lodenn vrasañ anezho ne oar ket galleg.

Buan-tre e voe kaset un hucher gant ti-kêr Koeron ha hemañ a stadas e oa e-maez al lezenn ar c’hamp-mañ. Ha kaset kerkent ar stadad d’ar justis.

Met n’eo ket bet embannet an devredad skarzhañ gant al lez-varn c’hoazh, n’hall ket ar Rromed bezañ skarzhet neuze.

Evel just e profitas kevredigezhioù eus an tu-kleiz eus ar momed etre-mañ evit tourc’hellad an dachenn. Dilennet e oa bet ar maer eus an tu-dehoù Axel Casenave (23 bloaz nemetken) gant 3 mouezh ouzhpenn er votadegoù-kêr ha se n’eo ket bet lonket gant ar gaochisted.

D’al lun 4 a viz mae e voe aloubet an ti-kêr gant un tropellad trouzus evit reklem tredan ha dour evit ar Rromed ! Mui plasoù er skolioù evit o bugale ! E-touez ar vanifesterien e oa dilennidi eus an tu-enep evel just.

Hag en em c’houlenn a ra an dud-se perak int bet pillet er votadegoù-kêr ?

Paneve Serge Ricordeau (tu-dehoù) hag a zo bet maer etre 1993 ha 1995 atav ez eus bet maered eus an tu-kleiz, SFIO ha neuze PS, e Koeron abaoe 1908 !

Met cheñchet en deus an tu-kleiz, bremañ n’en deus foutr kaer eus ar micherourien, n’eus ket nemet ar repuidi hag an LGBT a gont evitañ !

Tro-dro da Naoned ez eus muioc’h-mui a gampoù rromed evel hini Koeron. Ha gwasoc’h e vo gant an hañv o tostaat kar d’an hañv e vez gwelet kampoù termajied e-maez al lezenn o vleuniañ un tamm partout etre Gwenrann, Bro-Raez ha Naoned.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Koeron (44) : ar re e-maez al lezenn a c’hoari an aotroù Doue”

  1. 沼畑 宏 Anini Azifazi dit :

    « Buan-tre e voe kaset un hucher gant ti-kêr Koeron ».
    Gwelloc’h vije bet kas un urcher ha n’eo ket un hucher.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

NANTES

Loire-Atlantique : Axel Casenave, le maire de Couëron qui refuse de céder face aux militants pro-Roms

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Sant-Ervlan (44) : Rromed en un ti m’eo ar gumun perc’henn warnañ, an tu enep a skriv d’an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Frozieg (Bro Raez) : un ti-bara hag ur munuzerezh laeret, ur Rrom serret [MAJ : kondaonet hag un OQTF]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, LA BAULE, Local

Ar Baol : div Rromez kondaonet evit bezañ laeret tiez ha ranndiez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Bro Naoned ha bro Roazhon : ur vandennad Rromed a laere poellgomzerioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur Roumanez el lez-varn gant 10 000€ en he c’harrig-bount

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Merzhelieg (44) : Termajied a daol eoul-maen war an archerien (ha war an hent-tizh)

Découvrir l'article

Local

Près de Nantes, Couëron : un conflit entre les agents d’accueil périscolaire et la mairie.

Découvrir l'article

Environnement, Vidéo

La scop Le Relais à Couëron a repris son activité après trois mois d’arrêt

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.