Bro Naoned ha bro Roazhon : ur vandennad Rromed a laere poellgomzerioù

Publicité

Pevar e oant en holl, geodedourien rouman met Rromed a vroadelezh. War 5 nozvezh etre miz genver ha miz c’hwevrer he deus ar vandennad laeret kantadoù a boellgomzerioù e Breizh hag e Bro-C’hall. E Liger-Atlantel hag Il ha Gwilun met ivez e Vañde, Maine-et-Loire, Sarthe ha Deux-Sèvres. Rak foetet o deus bro e-pad pemp nozvezh an diaoul-se ! Da gentañ holl e rejont ur razzia e Sant-Nazer ha Pornizh er stalioù Free ha MD Mobile. E Sant-Nazer e voe torret ar prenestr-stal ganto hag astenn o c’hraban war an hezougoù. Goude-se e kendalc’has ar preizherezh e Liverieg, Ankiniz, Genitieg hag e Bro-C’hall.

A-benn ar fin int bet serret gant an archerien d’an 09 ha 10 a viz mae er c’hampoù a weler a-hed an hent-tizh tro-dro Naoned. Arbennigourien ar poellgomzerioù lod anezho rak meur a wech int bet serret evit seurt aferioù.

D’an 11 a viz mae int bet kinniget da lez-varn Naoned met goulennet o deus un dale evit en em zifenn. E miz gwengolo e vo o frosez. Tri anezho a zo bet lakaet en toull-bac’h, unan a zo dieub.

Ha skarzhet eus hor bro e vint ma vezont kondaonet pe get ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Koeron (44) : ar re e-maez al lezenn a c’hoari an aotroù Doue

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ar C’homorian kondaonet evit bezañ skoet gant e wreg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.