Scola Corsa : ur c’hard eus ar c’humunioù korsad o harpañ ar rouedad (dija) !

Publicité

Ar pezh en deus lavaret Jean-Michel Blanquer, skoet gant ur barrad terzhienn fall a jakobinerezh, diwar-benn Scola Corsa ha, dre vras, an deskadurezh e yezhoù rannvro en deus piket kalonioù ar C’horsiz. Hag abaoe atersadenn ar ministr kozh e vez klevet tud, kevredigezhioù hag embregerezhioù o harpañ ar skolioù e korseg dre soubidigezh en enezenn. Kar aon o deus ar re-se e vefe digresket ar skoaziadennoù publik roet d’ar rouedad.

Met an emsaverien evit ar yezh a oar e c’hellont kontañ war spered broadel o c’henvroidi. E-korf un nebeut devezhioù zo bet votet mennadoù souten gant 83 kumun eus Korsika, da lavaret eo ar c’hard eus kumunioù an enezenn !

En o zouez :  Bastia, Portivechju, Corti pe Biguglia, da lavaret eo kêrioù « bras » pe ivez kumuniezhouigoù eus an argoad. Skol-veur Corti en deus votet ur mennad souten ivez.

Embannet eo bet gant Scola Corsa e tlefe kêrioù all diskouez o skoazell a-raok pell.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Bastia : 2000 korsad o deus manifestet evit Scola Corsa

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Patrimoine, Société

Epreuve en langue régionale au bac : le syndicat gauchiste SNES-FSU fait une crise d’étatisme scolaire

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Korsika : 70 penn embregerezh evit ar skolioù e korseg dre soubidigezh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Hag eo ministr an deskadurezh-stad nevez a-enep ar yezhoù « rannvro » ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Korsika : ur skol nevez e korseg dre soubidigezh e Luciana

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : ur skol bublik dre soubidigezh e Portivechju a-benn miz gwengolo !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Korsika : « ar c’horseg kenofisiel hag ur steuňv diorren » eme Simeoni

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.