M’en doa c’hoant Jean-Michel Blanquer da reiñ un tamm sikour da emsaverien ar c’horseg n’en defe ket graet mod-all ! Goude e atersadenn diwar-benn ar skolioù e korseg dre soubidigezh ma savas e vouezh a-enepte emañ an enezenn o virvilh gant se. Disadorn tremenet e oant 2000 o tibunañ e straedoù Bastia evit difenn ar rouedad a skolioù dre soubidigezh Scola Corsa. 70% eus budjet Scola Corsa a vez roet gant ar Strollegezh Tiriadel eus Korsika, da lavaret eo ar gouarnamant (dam)emren. Ma vez lakaet ar skoaziadenn-mañ e-maez al lezenn e vo falc’h an Ankoù evit ar skolioù. Sur ha n’eo ket marteze.
Hogen, lañset zo bet ur prosezerezh gant lez-varn ar c’hontoù mui unan all gant ar prefed da heul. Ha brall-divrall e vefe ar framm lezennel m’eo bet votet ar skoaziadenn ennañ a-hervez.
Gilles Simeoni prezidant Korsika, ar c’hannad broadelour Michel Castellani, Paul Molac eus Breizh, prezidant an STC (sindikad al labourerien korsad), met ivez maered ha renerien embregerezhioù a oa er pardon. An hanter eus kumunioù an enezenn o deus sinet un destenn evit souten Scola Corsa ha 500 embregerezh mui 6 kannad ha senatour o deus graet ar memes tra.
Luc’hskeudenn : Parlemu Corsu
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.