Publicité

Goude nav eurvezh o varc’hatañ, setu sinet an emglev diriaou 25 a viz even etre ar Strollegezh Korsika hag ar stad gall diwar-benn Scola Corsa, ar rouedad a skolioù e korseg dre soubidigezh. Ha betek ar momed diwezhañ e oa an emsaverien korsad war korf Paris gant manifestadegoù dirak ar prefetioù, ur rektordi ac’hubet ha pneuioù entanet mod Korsika.

6 post a vo kevratelet gant an Deskadurezh Stad diwar an 11 a oa reklemet gant ar strollegezh hag he frezidant Gilles Simeoni.

Kerkent hag an distro-skol 26-27 e vo « suret mont en-dro ar skolioù » dreist-holl evit a sell ouzh an arc’hant. Ar Strollegezh Korsika a c’hello kenderc’hel da arc’hantaouiñ ar rouedad, ar pezh ne oa ket anat e penn kentañ.

Hervez Sylvain Giannecchini, unan eus mouezhioù Scola Corsa, « e vo kemeret divizoù a-bouez a-benn ar sizhun a zeu ».

Ar pezh a c’heller kompren aze ez eo bet dizavouet Eric Jalon, prefed Korsika hag en doa sezizaet al lez-varn melestradurel evit sevel a-enep ur skoaziadenn roet gant ar Strollegezh da Scola Corsa. Setu penaos e krogas ar jeu.

E berr komzoù : evel e Breizh gant Diwan ez eus bet kavet e Korsika ur manier emglev evit leuskel Scola Corsa en ur seurt « dispisted lezennel » pe « fraost lezennel » hag a dorr mellad 2 ar Vonreizh hep mont re bell ganti. N’eo ket e-maez al lezenn met n’eo ket reizh-reizh kennebeut.

Ha pegoulz e vo aboliset ar mellad milliget ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Scola Corsa : sinet an emglev !”

  1. furlukin dit :

    c’est à cause de Molac que nos écoles sont hors la loi , avant il y avait un vide juridique non posé sur le papier . le naîf Molac a donné le fouet pour nous faire battre

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.