Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Publicité

E Korsika e oa gwelet mat rektor an Deskadurezh-Stad Rémi-François Paolini. Paotr ar vro e oa eñ. Gouzout a rae korseg. Komz a rae korseg p’en doa tro d’hen ober. Klasket en doa kas war-raok ar skolioù e korseg dre soubidigezh ha graet en deus e seizh gwellañ evit saveteiñ ar skolioù bihan diwar ar maez. E miz du 2025 en doa klasket ar minister kas ar rektor an diaoul oar pelec’h, en ur plakard bennak surawalc’h, kar dija d’ar mare-se e oa ar jakobinerezh o klask « adlakaat an traoù en o reizh » (poz dezhe). Dleout a reas ar vroadelourien sevel o mouezh evit ma chomfe d’e blas.

Ich ! Ar wezh-mañ ar jakobinerezh eus Paris he deus bet e lêr : e kuzul ar ministroù zo bet divizet ramplasiñ anezhañ d’al lun 27 a viz gouere. Ur vaouez Nathalie Mons, rektorez ar Martinik betek-henn, a gemero e blas.

Kaset en deus Rémi-François Paolini ur gemenadenn gant gerioù e korseg enni evit kelaouiñ tud Korsika.

Gantañ oa bet roet lañs da Scola 2030, ar steuñv evit kas war-raok kelenn ar c’horseg er skolioù, ar skolioù dre soubidigezh da gentañ.

Evel just eo bet « diskaret » gant ar rouedadoù jakobin, mignoned Jean-Michel Blanquer da skouer, a zo o vreinañ ar velestradurezh-uhel publik. E Bro-C’hall eo jakobin ar « Stad don ». Ur poezon evit ar pobloù hag ar yezhoù minorelaet !

Chañs vat d’ar rektorez nevez kar n’eo ket sur e c’hallo distrujañ ar pezh a zo bet lakaet e plas gant Rémi-François Paolini.

C’hwec’h miz a-raok fin prantad Macron en Elysée e oa marteze traoù all d’ober e Korsika. Peurvotiñ ha lakaat e pleustr ar statud emrenerezh evit an enezenn hag a zo erruet er Sened da skouer.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    N’eus tra vat da c’hortoz gant Paris pe ar Jakobined. Ar re-se atav o-deus dreben morc’h no reor gant ar yezhoù ar rouantelezh.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Local

Wokisme à Pleurtuit. La majorité municipale débaptise le marché de Noël en « Village Enchanté », l’opposition monte au créneau

Culture, Culture & Patrimoine

Langue bretonne. Un Irlandais de Belfast publie une histoire du breton à destination des anglophones

A La Une, Sociétal

PISA 2025 : l’école occidentale au plus bas historique, la France décroche en lecture et en mathématiques — ce que dit vraiment le rapport de l’OCDE

Politique

Notes de lecture

International

Vox, ou quand la droite se souvient que les idées font partie du combat politique

Sociétal

Parcoursup : 1 néo-bachelier breton sur 5 quitte la région, et ce sont les meilleurs élèves qui partent le plus

Histoire, International

Irlande du Nord. Un ancien tueur de l’UVF affirme que les loyalistes étaient pilotés par le MI5

Culture & Patrimoine, Histoire

Avant 1789, la Bretagne fonctionnait sous le régime de l’autonomie fiscale

E brezhoneg, Politique

Div gazetenn nevez evit bouetañ he spered

Sociétal

950 fois Carcassonne, 50 fois Étienne : la gauche choisit ses victimes

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education

Distro-skol : etre ar vugale ha n’int ket mestr war o nerzhioù, o zud torr-penn hag ar gelennerien gaochist, chañs vat d’ar re all !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Réunification

Pour ha triñchon evit superterion Mélenchon eus an Emsav goude prezegenn Brekilien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Korsika : Nazione war an tu diskar

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Bastia : 2000 korsad o deus manifestet evit Scola Corsa

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine, Politique

Hag e vo kresk ar strollad Reform UK e Bro-Skos ur gourdrouz evit ar gouezeleg ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Patrimoine, Société

Scola Corsa : ur c’hard eus ar c’humunioù korsad o harpañ ar rouedad (dija) !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Korsika : 70 penn embregerezh evit ar skolioù e korseg dre soubidigezh

Découvrir l'article

International

Korsika : ur strollad a vroadelerien yaouank a-enep an dramm, an harrelerezh hag ar wokism

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.