
Met an dibenn-sizhun-mañ (30 ha 31 a viz mae) n’eo ket Gouelioù Johannek a vo aozet e Reims, Reims, l’épopée légendaire ne lavaran ket. Setu anv nevez ar gouelioù !
Arnaud Robinet (Horizons) eo maer Reims ha paket eo gantañ kleñved ar wokism war a seblant.
Hervez ar c’huzulier UDR Stéphane Lang e vez klasket disfasañ Jeanne D’Arc eus kêr Reims gant Arnaud Robinet. Advadezet eo bet ar Gouelioù Johannek, dileusket eo delwenn Jeanne d’Arc plasenn Cardinal Luçon, kollet m’emañ hi e-mesk ar brankoù hag ar plantennoù, … n’eo ket dre zegouezh e vez graet kement a fae ouzh Jeanne d’Arc gant ar maer kar hemañ zo « wok » hervez Stéphane Lang.
Un harozez vroadel eo Jeanne d’Arc evit hon amezeien eus Bro-C’hall. Met e Breizh, hag-eñ e vez enoret gant ar vaered hon harozed broadel deomp-ni, ar re o deus difennet Breizh ? Nominoë, Pontkallek, Roparz Hemon, Kervarker, Ana Vreizh ? Tamm ‘bet !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
Une réponse à “Reims : achu gant ar « fêtes johanniques », setu an « épopée légendaire »”
Disoñjet eo bet François Vallée, Le Gonidec…n’oc »h ket a-du ganin Brulu?