Bloaz zo, pa oa bet adprenet X/Twitter gant Elon Musk a oa ar gaochisted o touiñ an dorn war o c’halon e oant o serriñ holl o c’hontoù X ha digeriñ ur c’hont all war Blue Sky pe Mastodon. Ur rouedad sokial « faskour » e oa deuet da vezañ Twitter troet da X herveze. Blue Sky, ur rouedad all kopiet mui pe vui war X, a oa « sèïfoc’h » ‘giz a lâront en o zrefoedach wok.
Ar pezh zo, war Blue Sky, n’eus ket nemet gaochisted. Komz a reont etreze. Chom a reont en o bed dezhe, gant tud a soñj evelte. Hag ar re-se a zo techet d’en em eskumunugañ etreze ingal. Ur gwir ifern eo deuet da vezañ Blue Sky ! Hag, ouzhpenn-se, ar gazetennerien siriusañ a zo chomet war X. Daoust da sponterezh ar speredoù n’o doa ket heuliet an tropellad deñved pe digoret o doa ur c’hont Blue Sky hep serriñ an hini war X.
Ha bremañ emañ ar gaochisted o tistreiñ tamm-ha-tamm war X. Setu ar pezh a gont Pablo Pillaud-Vivien (penn-redaktour ar gazetenn gaochist Regards) ha Catherine Tricot, ur gaocho-gwregelourez e-barzh ur video…skignet war X !
Ar CNRS a zo chomet war X ivez. Drol eo peogwir e oa bet roet lañs d’ar c’houlzad HelloquitX gant enklaskerien zo eus ar CNRS e 2025. HelloquitX a oa sañset isitañ an dud da guitaat X evit Blue Sky pe Mastodon. Pelec’h emañ ar re-se bremañ ? David Chavalarias oa unan anezhe. Klaoustre e kaso traoù nevez war e gont X chomet digor a-raok pell…
Da c’hortoz e plijfe deomp gouzout piv eo an donezoner brokus en doa roet arc’hant d’ar c’havailh HelloQuitX.
É que s’apelerio Jorj marteze ?
Foto : Fdesouche
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.