Emañ ospital La Guerche de Bretagne o lakaat war-sav ur sistem a delekuzuliadennoù evit tud ar vro. Dont a raio tud La Guerche o deus ezhomm bezañ gwelet gant un arbennigour bennak en ospital. Met gante ne vo ket gwelet unan evit gwir. Dre vizio, e c’hellimp bezañ imbourc’het a-bell gant un endokrinologour pe ur c’hroc’henour bennak.
N’eo ket nevez seurt kuzuliadennoù kar e meur a apotikerezh ez eus ur seurt logellig ma c’hell an dud komz gant ur medisinour a-bell dija. E kreiz-Breizh n’eo ket ur ral ez afe tud ar vro da « guzuliañ » diwar-benn o foanioù el logellig-se endeo.
Met pelec’h emañ tout an arbennigerien-se hag e c’heller goulenn kuzul digante dindan pevar devezh a-wezhioù tra ma ranker gortoz 30 miz e lec’hioù zo evit kabout un emgav « gwir » ?
Emaint holl o chom er c’hêrioù bras : Paris, Lyon, Versailles, Nice, Antibes …pe war ar C’hote d’Azur. Klaskit kavout unan hag e welloc’h ! N’eus hini ebet o chom e kreiz ar Mercantour pe er Morvan da skouer.
Ar pezh a dalv ez eus alergologourien pe demartologourien ha n’eo ket peurleun o c’harned emgavioù e Bro-C’hall. Biskoazh ! Met ar re-se a zo bodet holl er c’hêrioù bras ha n’eo ket e « proviñs ».
Met perak ne vezont ket kaset war an dachenn gant ar stad ? Perak o deus droad d’en em staliañ forzh pelec’h tra ma vez dilaosket al lodenn vrasañ eus tud Bro-Frañs ?
E Paris ez eus 670 arbennigour evit 100 000 anneziad. E Lyon ez eus 300.
E departamantoù ar C’hreuse, Cantal, Haute-Marne, Indre, Cher ha Nièvre ez eus nebeutoc’h eget 100 arbennigour evit 100 000 anneziad. E kreiz Breizh pe e La Gerche de Bretagne n’eus hini ebet a gemer pratikoù nevez.
Ha pa vo an RN e penn ar vro hag e cheñcho an traoù evit gwir ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.