Bro-Skos : “gouennelour eo ar skoteg” a lavar un ezel eus al Labour

Trouz ha safar e Bro-Skos er mare-mañ : e-barzh e vlog ez bet skrivet gant ar breutaer Ian Smart, un ezel brudet eus al labour (ha lealour !), ur pennad a lavar e vez implijet ar skoteg, yezh jermanek Bro-Skos (ar “Scots”), gant an SNP evel ur skoilh ouzhpenn evit nompas degemer ar repuidi. War a seblant ne zeufe ket ar repuidi e Bro-Skos rak krediñ a reont ne vez ket komzet saozneg er vro met skoteg (anv ebet eus ar gouezeleg, avat). Ha Ian Smart da zejanal gant ar skoteg, “ur rannyezh eus ar saozneg eo” hervezañ. Met “ur rannyezh” a vez implijet gant an SNP evit touelliñ ar repuidi ! Ha perak ‘ta ? Peogwir eo “gouennelour” an SNP evel just.

Savet o deus o mouezh difennerien ar skoteg anat deoc’h ha brezel zo war ar rouedadoù sokial etre adurerien Ian Smart (kentoc’h “multi-kulti”) hag an emsaverien broadelour skosad. Al lodenn vrasañ anezho a oa kentoc’h troet war degemer ar repuidi betek-henn met a-drugarez da Ian Smart emañ an traoù o cheñch…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS