Hag e vo kresk ar strollad Reform UK e Bro-Skos ur gourdrouz evit ar gouezeleg ?

Publicité

Kate Forbes, kannadez SNP ar bastell-vro Skye, Lochaber ha Badenoch e gwalarn Bro-Skos a oa bet desavet en ur skol c’houezeleg. N’he doa ket c’hoant mont war ar renk en-dro evit ar votadegoù 2026. En he flas e voe lakaet Eilidh Munro, hag a oa gouezelegourez ivez : trec’het eo bet gant al Lib-Dem Andrew Baxter. Hag eñ ne oar ket gouezeleg.

Ar pezh a dalv n’eus ket « gwir c’houezelegour » e Holyrood, ar parlamant eus Edimbourg, ken. Tud a oa un tamm gouezeleg ya, met tud hag a c’hell ober ur brezegenn e gouezeleg, n’eus ket ken.

Hag ha pa m’eo bet trec’h an SNP e c’hellfe bezañ dañjerus evit ar gouezeleg hag an arc’hant a vez lakaet evit kas ar yezh war-raok.

Reform UK en deus graet berzh er votadegoù diwezhañ hag en deus bet 17 kannad er parlamant skosad. Pell eus ar 57 diwar 129 gounezet gant an SNP met an SNP n’o do ket ar muianiver absolut dre e vanko dezhañ 8 kannad. Ar re c’hlas skosad (15 kannad) a labouro gantañ met evit fed ar bolitikerezh evit ar gouezeleg ne vo ket votet al lezennoù a-unvouezh pe dost evel ma oa kont betek-henn.

Abalamour da Reform UK hag a zo a-enep groñs ar politikerezhioù evit ar yezhoù minorelaet eus ar Rouantelezh-Unanet.

Kement ha kemer ur skouer : e-barzh program Reform UK evit ar votadegoù ne oa ket anv eus ar gouezeleg, ar gêr « gouezeleg » ne oa ket skrivet zoken, evel ma ne vefe ket gouezeleg yezh kenofisiel ar vro ! Nigel Farrage, eus e du, en deus lavaret e oa « estrañjourion » ar re a gomz kembraeg. E Bro-Skos, er metoù mirour, e vez kontet tout al lezennoù evit kreñvaat plas ar gouezeleg en embregerezhioù hag er servijoù publik da « baperachoù didalvout ».

Dañjer zo e vefe Reform UK ur skoilh evit ar yezhoù orin er parlamantoù m’en deus graet e doull (Bro-Gembre ha Bro-Skos) ar miz-mañ.

Ha, pelloc’h eget Bro Skos, sell Reform UK war ar yezhoù a zo hini an RN pe Reconquête war hon yezhoù « rannvro ». Ma erru an RN ouzh ar stur e Bro-C’hall petra vo graet eus ar budjedoù hag ar politikerezhioù evit ar brezhoneg, ar gallaoueg, ar c’horseg, an okitaneg ha me oar ?

Setu un dra challus. Hag a memes tra vo ma vo gounezet ar votadegoù gant LFI.

Ul lobby jakobin a zo e-barzh an RN, se zo sklaer, d’ar vroadelourion vreizhad da bouezhañ evit ma vefe kaset war-raok ur sell all war hor yezhoù ha war identelezh Bro-Frañs e-barzh ar strollad pe er metoù mirour pe « patriot ».

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Hag e vo kresk ar strollad Reform UK e Bro-Skos ur gourdrouz evit ar gouezeleg ?”

  1. Gwilhmod dit :

    Penoas « pouezañ war ar strolladoù’patriot' » pa n’eus ket ac’hanomp patrioted (c’hall) avat ??!
    Un dra a c’hellomp ober : bezañ. Ober gant ar yezh e kement degouezh zo.
    Ur fed eo bezañs ur yezh.
    Arguzennoù all zo. Unan a bouez a zeu d’am spered : un emzalc’h mirourelour-rik eo c’hoantaat mirout ur yezh. Ur yezh eus ar c’hwec’kogn ez eo ar bzhg, a laka ar bed da vezañ marellet gant un elfenn dierlerc’hiadus. Al ledenez-mañ hep he yezh a zo divlaz.
    War boent ar gallaouegoù a zo aet holl da get gant an dermina-spikerien ziwezhañ, n’o deus ket kalz a dalvoudegezh avat, nemet evit an dud a o ziegezh e liamm gant ar parlantoù se tost kenañ d’ar galleg hiviziken. N’eo ket onest lakaat war ur memes pazenn ha dre se er memes frazenn hor yezh vroadel illur gant stlabez teodyezhoù krec’h ar vro n’int ket azasaet forzh penaos ouzh ar vuhez kempred dre ma vezent implijet en ur gevredigezh plouezat a zo aet da get pell zo bremañ.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

A La Une, Culture, Culture & Patrimoine

Michel de Saint Pierre, l’écrivain catholique oublié : entretien avec son biographe Thierry Bouclier

A La Une, Politique

Édouard Balladur est mort à 97 ans : retour sur le parcours de l’ancien Premier ministre

rallycross

Auto-Moto

Rallycross de Lohéac : Fabien Pailler s’impose pour le cinquantenaire, Loeb sixième

islande_drapeau_troadec

International

L’Islande dit non à la reprise des négociations d’adhésion à l’UE

Culture, Culture & Patrimoine

Philippe Bouvard et les racines qui courent au loin

A La Une, Football, International, Sport

Quand l’argent fait taire les militantes : le silence gêné d’Esther González en Arabie saoudite

Santé

La glucosamine, ce complément articulaire très répandu, associée à une progression plus rapide d’Alzheimer

Culture & Patrimoine, Histoire

Qui étaient vraiment les Saxons, grands rivaux des Francs ? Un documentaire ARTE lève le voile

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Politique

Quand Marion Maréchal évolue sur la « préférence régionale bretonne »

Découvrir l'article

Politique, Sociétal

Parc « Dragon Ball » près de Paris : la droite dénonce l’abandon du récit français [Vidéo]

Découvrir l'article

Politique

Edwy Plenel, le croisé sur la muraille : 40 ans à combattre un phénomène qu’il refuse de comprendre

Découvrir l'article

Politique

Nationalisme corse et droites européennes : ce qui se jouera aux Scontri Palatini des 28 et 29 août

Découvrir l'article

International

La droite européenne perd moins face à ses adversaires que face à elle-même

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

« Ce qui arrive à Ceuta est ce qui arrive chaque jour en Europe par des moyens légaux » : entretien avec Damien Rieu

Découvrir l'article

Politique

Souverainisme : le centralisme ne devient pas plus sympathique en cravate bleu marine

Découvrir l'article

Politique

Richard Ferrand oublie le référendum de 1962 et celui de 1969

Découvrir l'article

International

Logement social britannique : les conservateurs veulent expulser 230 000 foyers étrangers

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.