Bro-Skos : Piv a vo e plas Nicola Sturgeon e penn an SNP ha Bro-Skos ? Kroget ar votadeg…

Publicité

D’ar 15 a viz c’hwevrer he deus embannet Nicola Sturgeon e roe he dilez deus he c’harg a gentañ ministrez Bro-Skos. Dre m’eo ministr-kentañ prezidant ar strollad politikel en deus gounezet ar votadegoù kannad eo da izili ar strollad, an SNP aze, da choaz o frezidant nevez hag az aio da gentañ ministr.

Partiet eo ar votadeg al lun-mañ e Bro-Skos ! Tri danvez-prezidant a zo war ar renk : Kate Forbes, Humza Yousaf, ur muzulman hag Ash Regan. D’ar 27 a viz meurzh e vo embannet anv ar prezidant-ministr nevez.

E kreiz ar jeu : al lezenn war an dreuzreviadelezh (« transexualeded »). Kate Forbes a zo a-enep groñs al lezenn-mañ rak kristen eo ha kentoc’h mirour. Humza Yousaf a zo evit al lezenn : ur muzulman eo met gaochist, LGBT ha tout.

Hervez ar sondadegoù diwezhañ ez aio ar maout gant Kate Forbes, ar pezh a vo ur c’hrenn-douar e bed an emsavoù dizalc’hour. Abaoe bloavezhioù e oa an SNP ur model evit meur anezho, betek e Breizh. Hogen aet eo skuizh izili an SNP gant an deverachoù wokist o deus kontammet ar strollad.

Plac’h ar gouezeleg eo Kate Forbes, desavet m’eo bet en ur skol c’houezelek eus an Highlands.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Bro-Skos : droukskouer ar « Queer milk group »

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Santé, Société

Kastell-Briant : peurleun an ospital met ur servij a vo (marteze) digoret evit an dreuzjeneraded hag an nann-binareled

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.