E Edimburgh, kêrbenn Bro-Skos, er greizenn LGBT Health and Wellbeing, ez eus un atalier anvet ar « Queer Milk Group« . Ennañ e vez klasket gant « treuzed » (paotred treuzwisked e merc’hed) reiñ bronn da vabiged. Skoziadennet eo an atalier-mañ gant ar gouarnamant emren skosad, ar Surentez Sokial breizhveuriad (an NHS) ha strollegezhioù lec’hel eus Bro-Skos.
Trouz a zo er mare-mañ er Rouantelezh-Unanet abalamour da se kar babiged a vez implijet evit reiñ o c’hoant da baotred « o reiñ bronn », amañ emañ an dalc’h.
Ar gevredigezh « For Women Scotland » hag a zifenn ar merc’hed a-enep an ideologiezh treuz he deus savet he mouezh evit goulenn e vefe tennet ar skoaziadennoù d’ar c’hQueer Milk Group. « Ar re a bae tailhoù a vefe heuget ma vefe gouvezet gante e vez lakaet o arc’hant en un doare d’ober iskis ha trubuilhus » he deus lavaret mouezh-aotret FWS.
Eus o zu, ar c’hevredigezhioù treuz a zalc’h groñs e c’hell « merc’hed treuz » produiñ laezh « abalamour d’ar louzoù a vez kemeret gante ».
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.