Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Afrika-ar-su : ar re wenn a gemer o surentez e karg

Abaoe m’eo bet kaset Jacob Zuma (ANC) ar prezidant kozh d’an toull-bac’h n’eo ket sur ken straedoù Afrika-ar-su. Ha danjerus-tre ar vro dija abaoe m’eo arruet ANC e penn ar gouarnamant.
Bemdez e vez lazhet tud a bep seurt liv e straedoù ar chêrioù bras tra ma vez peurlazhet kentoc’h tud gwenn, labourerien douar afrikaners peurgen, war ar maez.

Se zo kaoz e kemer muioc’h-mui an afrikaners o surentez dezho e karg. E miz gouere, Afriforum, un ensavadur afrikaner, en deus savet bagadoù eveshaerezh ar c’harterioù un tamm e pep lec’h er vro. Kement ha kemer ur skouer : d’an 30 a viz gouere ez eus bet aozet ur “patrouilh broadel a-vern” gant an ensavadur. Ha ne’z a ket dizamant ganto pa vez graet seurt tra ! Er Stad Dieub, er Gwalarn hag er C’hwazulu-Natal, 42 eveshaerezh a garterioù a zo bet graet gant 1541 paotr a youl-vat ha 828 karr-tan. Tost 30 000 km a zo bet graet gant ar batrouilherien en holl ha 26 ober felliezh a zo bet dirouestlet.

En o zouez : tud tapet o vleinan mezv-dall, laeron-tiez serret o prientin o zaol, tud feuls, kar-jackings, …

Ha tout-se o kenlabourat gant ar SAPS, ar polis vroadel eus Afrika-ar-Su ! Rak en Afrika-ar-Su e c’hell milisoù prevez, du pe gwenn, harpan ar polis.

Evit kemer perzh e seurt nozvezh eveshaerezh n’eus ket ezhomm leunian paperachoù ha paperachoù. N’eus ket ‘met kas « Buurtwag »(“an amezeien a sell” en afrikaans) dre SMS d’an 45342 ha dao !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

International, Sport

Folie raciale en Afrique du Sud. L’équipe de Cricket sommée de justifier le fait qu’elle aligne trop de joueurs blancs

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky