Pajenn gentañ « L’Avenir » e waloneg da geñver gouelioù ar Waloni

Pegoulz e vo graet kement-all evit hor yezhoù eta ?

E Beljia eo L’Avenir ur gazetenn pemdeziek anavezet mat. Nav c’hazetenn lec’hel he deus L’Avenir, an holl anezho e Waloni.

Hag e Waloni e vez komzet ar galleg mui un aridennad a yezhoù « rannvroel » : pikardeg, waloneg, loreneg, champeneg, … Bras eo ar walonegva hag avañset mat eo ar yezh e-keñver ar re all. Da geñver « Fièsses di Wallonie » (Gouelioù ar Waloni) hag a vo aozet d’an 18 a viz gwengolo, he deus divizet L’Avenir da lakaat e waloneg holl bajennoù kentañ he c’hazetennoù lec’hel. Mui ur bajennad a c’hoarioù e waloneg penn-da-benn e-barzh pep kazetenn !

Un nebeut bloavezhioù zo e oa bet graet ar memes tra e pikardeg gant ar C’hourrier Picard, kazetenn ar Picardi. Ar gazetenn sport « L’Equipe » a reas kement-all e 2009 ivez da geñver gourfen kib Bro-C’hall mell-droad etre Roazhon ha Gwengamp.

Hag e Breizh gant Ouest-France, an Telegram ha Presse-Océan ? Biskoazh !

https://www.lavenir.net/unewallon_2109?fbclid=IwAR1T7GosrpypPm3WDQhbUm4m6CaUysD-l-yzi-Po6kROVAwtxqjK9EyAFrY

Crédit photos : DR
[cc] Breizhinfo.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

Sociétal

Aide à mourir : le documentaire de RiTV qui alerte sur la dérive d’une « euthanasie économique »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Buan, ur c’hlas all evit ar skol divyezhek eus ar C’houerc’had !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Ha c’hoant ho peus da zeskiñ kerneveureg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.