En Okitania Veur emañ ar Périgord. Abaoe 1790 e kenglot mui pe vui gant departamant an Dordogne. Betek-henn ne oa ket kalz traoù bet graet evit yezh ar vro eno avat, met emañ an traoù o cheñch ken eo deuet « L’occitan, un tresaur per lo Perigòrd » da vezañ ger-stur ar c’huzul departamant !
Diriaou dremenet (23 a viz kerzu) eo bet embannet e vo staliet gant an Departamant panelloù mont-treoù kêr en holl gumunioù a c’houlenno anezho. Ha profet e vo d’ar 505 kumun dastumadenn glok kanaouennoù ar strollad Peiraguda hag ar c’hofrig CD az a ganti. Divizet en deus an departamant da lakaat yezh ar vro en enor !
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine