Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bro-Loudieg : ar vretoned ramplaset

An neb az a da bourmen e Bro-Loudieg a c’hell bezañ souezhet gant plakennoù-marilh zo : Romania, Bulgaria, Portugal, … dreist-holl Romania. E Roumania emañ erruet Loudieg ?

Gant kresk al lazhti Kermené e Koadlinez, er bloavezhioù 70, eo arruet wagonadoù a Valianed er vro. En em staliet o deus e Koadlinez hag hiziv c’hoazh n’eo ket ur rouez gwelet merc’hed du gwisket gant boubouioù o pourmen er bourk.

Met ramplaset eo bet ar Valianed e pleg ar bloavezhioù 2000 gant poblañsoù all : Turked, Portugaled ha dreist-holl Roumaned. Met, e-touez ar re-se ez eus div boblañs disheñvel, ar Roumaned hag ar Rromed. Lod eus ar re-mañ diwezhañ n’int ket rouman a vroadelezh met bulgarian.

Hag e Bro-Loudieg o deus feurmet ha prenet tiez e pep lec’h. Dreist-holl er Menez, ur vroig e reter Loudieg. E Sant-Jagu ar Menez da skouer e weler kalz anezho er bourk : BMW flimm-flamm, tud rous evel gedon (rous ha n’eo ket rouz), bugale trouzus, … e bourkoù ar Menez n’eus ket brud vat a zo ganto. Ha biskoazh n’eo ket bet ken uhel disoc’hoù Marine Le Pen er vroig-mañ !

E-tal iliz Sant-Yagu e kejer ouzh Simone hag a zo o prientiñ un interamant :

“Ne blij ket din poblañsoù zo nevez staliet er vro, muioc’h-mui a laeroñsi a zo du-mañ abaoe m’o deus en em staliet  Koalinez ha tro-dro. Traoù a zo bet laeret diganin hag e ouaran mat piv en deus graet an taol. Forzh penaos a c’hell an holl dud dont e Bro-Frañs bremañ. Ur gwir leti eo deuet da vezañ !”

Ni a za un tamm pelloc’h, er-maez eus ar bourk. Gwelet e vez tiez ar “poblañsoù zo” : kozh kirri-tan amañ hag ahont, chas, plakennoù-marilh a bep seurt, lous eo tro-dro d’an tiez, leun ar poubelennoù, paperioù kozh war al leur… Ha klevet e vez komz yezhoù ha n’eo ket na brezhoneg na gallaoueg. Roumaneg ? Bulgareg ? N’omp ket evit lavarout. Ur c’harr-tan a erru, ha n’eo ket un twingo ! BMW eus an hini nevesañ ! Ur paotr a zo ouzh ar stur, n’eus ket tapet e 20 vloaz anezhañ ken sur ha tra.

Mont a reomp da wel anv an hini a vo hec’h obidoù warc’hoazh : un anv breizhad eo. Eus Breizh-Uhel, un anv anavezet mat er vro. Sellet a reomp an anvioù war ar boestoù tro-dro da iliz drist Sant-Yagu. Kalz a anvioù rouman ha portugalad. Ur seurt “cité” a zo just e-tal ar vered kozh : anvioù rouman amañ ivez.

Bretoned kozh o vont d’an anaon, poblañsoù all o tont, e Sant-Yagu e vezomp ramplaset. Abalamour da labouradegoù an agroboued hag e c’hoproù izel-tre !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bro-Loudieg : ar vretoned ramplaset”

  1. Bernard dit :

    Merci pour la traduction, svp !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Environnement, Immobilier

Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky