Ar Bonoù he deus adkavet he gwir anv… gallek !

« Bono » pe « Le Bono » ? Dibaoe 75 vloaz ema chifet an dud pa vez kaoz da skriviñ anv ar gumun-mañ a Vro An Alre. Ent-ofisiel eo « Bono » met diàr ur fari bet groeit 75 vloaz zo àr kazetenn ofisiel ar Republik Gall e ta an anv-se. Aveit gwir eo « Le Bono ». Hag implijet ar gwir anv gallek get mar a ensavadur : Kuzul rannvro Breizh pa ne vez ken.

Stourmet he deus kêr ar Bonoù evit ma vehe cheñchet anv ofisiel ar gumun hag asantet eo bet d’an 12 a viz gwenholon 2022 : ur fari a oa bet groeit d’ar 01 a viz gouel-mikael 1947 ha difariet eo bet àr fichieroù ar stad. An INSEE e oa an ensavadur diwezhañ he doa da cheñch he fichieroù ha groeit e vo e miz mezheven a lâras an Institut. Mod-se e c’hello ar GPSoù bout lakaet en o reizh, da skouer.

E brezhoneg, Ar Bonoù (distaget « Er Boneù ») eo anv nemetañ ar gumun ha biskoazh ne cheñcho !

Crédit photo : StudioNiko.fr / Pajenn Facebook Ti-kêr ar Bonoù

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, ST-BRIEUC

Plérin (22) a reçu le label « Ya d’ar Brezhoneg » pour ses actions en faveur du breton

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Social, Société

An Oriant : ur plac’h ag ar CGT skarzhet pandegwir ema get an RN

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, RENNES, Société

Deskadurezh e brezhoneg : Ar PPPE savetaet e Brest hag unan nevez digoret e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Education, Local, Société

Gwiler-Leon : un hentenn divyezhek er skol bublik a-benn miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Vidéo

« Kleweled » : partiet eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Rostrenn : panellig al lorc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIMPER, Société

A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kenstrivradeg danevelloù : ha prest oc’h da skrivañ e brezhoneg war dodenn ar « c’hoad » ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.