Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

E Kastell-Brient (44) an archerien o deus en em viret ouzh un eil “afer Nahel”

Eüruzamant o deus bet archerien Kastell-Briant poell ha kondu d’ar 18 a viz even, mod-all e vefe bet un eil afer Nahel, met e Bro-Vaez ar wech-mañ !

Ur paotr yaouank en e 21 vloaz a oa pennfollet an deiz-se. Bleinañ a rae hep aotree hag hep asurañs, dañjerus e oa war an hent, ne rae ket foutr ouzh ar panelloù “harz”, ar gouleier triliv, ar prioriezhioù a-zehou ha tout. Forzh penaos e oa bet kondaonet evit ar memes fedoù dija hag ur goursez a oa war e chouk.

Mont a reas an archerien war e lerc’h met plantañ a reas tizh ar paotr yaouank ken e e skoas e-barzh karr-tan an archerien, leusket e vignonezh ha daou gomper mui ar wetur war e lec’h goude ar gwall-zarvoud ha skampañ kuit, berr e lost.

Anavezet e oa gant an archerien avat, neuze e voe serret diwezatoc’h ha kaset d’al lez-varn.

Kondaonet eo bet da c’hwec’h miz a doull-bac’h gant goursez mui 135€ a gastiz.

M’o defe tennet warnañ an archerien e vefe “un ael aet d’an anaon re abred”, ar archerien, eus o zu, a vefe dija en toull-bac’h hag o familh er Pol Su !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky