Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Naoned : Pascal Bolo taolet er-maez a eil-maer e-karg eus ar surentez

Nep piv bennak a bourmen e galite e kreiz kêr Naoned hag er “c’harterioù” a wel ar stoker eo deuet da vezañ kêr Duked Breizh. Chicago-war-Liger ! E-barzh skipailh Johanna Rolland eo Pascal Bolo a oa e karg eus ar surentez. Abaoe pell e veze burutellet evit e labour hag e zibaboù, dreist-holl peogwir ez a war-gresk ar felliezh e Naoned maget gant an trafikañ dramm hag an enbroerezh. Ha na Pascal Bolo na den ebet e ti-kêr a c’hell anzav an dra-se ken sonn ha dall eo ar sosialisted hag Ar Re C’hlas en o fenn, en o soñj hag en o c’hredennoù war ar sujed-mañ. Evit ar gaochisted eo un dra vat an enbroerezh mod pe vod. Un oukaz eo. Dre wirionez doue.

Met war a seblant eo aet brud Pascal Bolo e ludu. Ne voe ket dibabet evit vont ar renk evit ar votadegoù senedour (pezh a lakaas anezhañ e fulor) ha bremañ n’emañ ket mui e karg eus ar surentez. Diouzh ar pezh a zo bet embannet diriaou tremenet gant Johanna Rolland e chom e karg eus an transportoù ha traoù all met tennet eo bet ar surentez digantañ. Hag ur c’hastiz eo ? “N’eo ket !” hervezañ. Alato ! Un tamm memestra…

Bassem Asseh an hini eo a gemer e blas. Kentañ eil-maer eo hemañ. Ur vrigadenn chas a vo savet evit “kreñvaat” bezañs ar boliserien e kreiz kêr en deus embannet an ti-kêr diriaou tremenet.

N’eo ket sur e vo awalc’h e-barzh ur ger ma vefe ret kas an arme e karterioù zo !

Crédit photo : kontoù twitter Bassem Asseh / victoire Keravel

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar “c’hraf korsad”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Tagoù, gwerennoù drailhet, arsavioù bus diskaret : un devezh a vanifestadeg e Naoned

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Local, Société

Brest : ar roumanian a zo diskred warnañ “gweladenniñ” an burevioù-butun a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Liger-Atlantel : kondaonet eo bet “laerez al letioù”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky