Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Arabat komz eus an IVG !

Komz eus an IVG en Emsav a zo pec’hed. Lakaet zo bet ur gemenadenn war Facebook gant ur brezhoneger ar sizhun-mañ ha partiet ar jeu. Ul lanv a gunujennoù, poentoù Godwin ha me oar c’hoazh evit an hini en deus kredet terriñ an tabou ! Evit ar re eus an tu-kleiz n’eus ket tu ober an disterañ evezhiadenn diwar-benn an IVG. N’eus ket nemet ur meno rezonapl evito : un araokadenn eo an IVG. Dav eo ober estlammoù dirak al lezenn nevez hag a skriv an IVG er vonreizh. Dav eo bezañ el levenez, beuzet el levenez. Ha goulenn e vefe lazhet muioc’h a vugale c’hoazh ha reklem e vefe astennet an termen. 9 mizvezh da skouer ? Pe goude ar ganedigezh memes ? Perak ne vez ket lazhet ar vugale a huch hag a leñv noz-deiz ? Un gwir ouzhpenn e vefe evit ar merc’hed, neketa ? Hag ur bugel bihan, petra eo a-benn ar fin ? Un astenn eus e vamm ! Eus he c’horf !

Sklaer ar jeu : fellout a ra d’an tu-kleiz e vefe eiltretet ar c’hrouiñ bugale. Afrika, Afghanistan zo deuet da vezañ kement ha Bro-Sina evit ar produiñ bugale. Rak pec’hed eo komz eus ar feur genel e Breizh ha Bro-C’hall. E penn ar vro ez eus ur gouarnamant a-enep ar familh. Ur gouarnamant ha ne fell ket dezhañ lakaat e pleustr ar “gopr mammel” hag an holl ziarbennoù a c’hellfe lakaat ar familhoù ha dreist-holl reiñ ar c’hoant d’ar merc’hed d’ober muioc’h a vugale. Alese an eiltretiñ da vroioù all.

Gwechall e stourme an Emsav evit “Breizh da Vreizhiz”, evit ma c’hellfe ar gwir vreizhiz bezañ niverus a-walc’h evit talañ ouzh al lanv a gallaoued a zeu d’ober annez e Breizh bep bloaz.

Bremañ eo ar c’hontrol eo. Stourm a ra an Emsav evit ma vefe rañplaset ar vretoned. Evit ma vefe “hironet” Breizh ar muiañ ar gwellañ. Evit ma ne vefe ket mui bretoned gwir.

E 1837 e voe embannet “Les Derniers Bretons” skrivet gant Emile Souvestre. A-benn nebeut e vo al levr-mañ hor realded. Met n’eo ket strikt, gant ma vo gwarezet gwirioù ar merc’hed da lazhañ ar vugale en o c’horf… Ar gwirioù hiniennel da gentañ !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “Arabat komz eus an IVG !”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Mat-tre eo ar pennad ! Evit kompren savlec’h ar gleizelourien-lazherien-vugale e ranker komz eus ensavadur ar briedelezh a zo bet diskaret gant an torrdimezi. Gant ar briedelezh e oa gwarezet ar gwragez, e surentez e oant ha neuze e c’hellent lakaat bugale er bed, gwarezet ma oant gant o gwaz, evel rezon, hag ivez gant stern yoneziel (juridique) ar brriedelezh.
    Ha bremañ, p’eo bet diskaret ar briedelezh en em gav o-unan ar merc’hed o tougen. Diwar-se n’o deus ket da joaz, lakaat a reont un termen d’o brazezded o lazhañ o bugaligoù.
    Ouzhpenn-se, gant an hilastaliñ (contraception) ha pilulenn-an-deiz-war-lerc’h e c’hell profitañ ar boatred c’hadal, dinec’h eus korf ar maouezed, fouzhañ diharz, peogwir ez eo deuet ar revelouriezh da vezañ ur pal er vuhez, unan loenek a grenn, pa oa gwechall natur engehentiñ bugale diwar ganrantez ar priedoù ha diwar-se pep hini a gave e blas en tiegezh. An diforc’hañ-bugale a zo eta efed diec’hus diskaradur ar briedelezh.
    Pep tra zo da adsevel. Me ne welan nemet un dra : ma kavo an dud endro hent ar feiz kristen.

  2. Herri ab Yann dit :

    Eveljust eo dav “ober estlammoù dirak al lezenn nevez hag a skriv an IVG er vonreizh. Dav eo bezañ el levenez, beuzet el levenez” ha cheñch ar Marseillaise kanet gant Catherine Ringer (gwelet amañ 38 vloaz ‘zo : https://fr.spankbang.com/8szhs/video/catherine+ringer+la+fess+e+1976 !!

  3. Herri ab Yann dit :

    2024 – 1976 = 48 ha n’eo ket 38 ! Eizh vloaz ha daou-ugent abaoe ar feskennad-se. Poent ‘vefe…

  4. philibert dit :

    C’est vraiment dommage que vous ne prevoyiez pas une version française de vos articles.

  5. Herri ab Yann dit :

    Ha pevare e vo troet e brezhoneg ar pennadoù gallek ?
    Ne vefe ket brav kaout ur Breizh Info divyezhek ?!
    Hag e klevan dija “du galo, dame yan, dame vére !”
    Gallaoueg, evel just !? On ne va pas s’en sortir !!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Local, Politique, RENNES

25 militants réunis pour le grand congrès annuel du Parti breton

Découvrir l'article

Politique

Petite politique : Joannic Martin, vice-président du Parti Breton, passe à Horizons !

Découvrir l'article

A La Une, Politique, Sociétal, Société

Catherine Ringer, une ex-actrice porno “hardcore” élue pour chanter l’avortement. Un choix symbolique ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sciences, Sociétal, Société

Marc Le Fur a-enep an IVG er vonreizh

Découvrir l'article

Tribune libre

IVG dans la Constitution : plus qu’un symbole, un texte dangereux [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Tregastel (Bro Dreger) : “amañ e vez komzet galleg ha n’eo ket brezhoneg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

A-benn 2050, un den diwar bemp en oad da labourat a vo o chom en Afrika

Découvrir l'article

Immigration, Politique

Un mouvement nationaliste breton complètement absent du débat sur l’immigration

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

Immigration : l’insupportable niaiserie de l’Emsav [L’Agora]

Découvrir l'article

Insolite, Sociétal, Société

Un activiste trans veut être le premier transgenre à avorter après la greffe d’un utérus

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky